Sesilia a oue galvet d’he zro dirak gouarner Rom. « — Pe hano oc’h euz ? » eme ar gouarner. « — Ann dud a ra Sesilia ac’hanon ; mes va hano kaera eo va hano a gristenez. » « — Perak oc’h-hu ken hardiz dirazon-me ? » eme ar gouarner. « — Abalamour, eme Zesilia, va c’houstians ne rebech netra d’inn. » « — Ne c’houzoc’h ket eta peger braz eo va galloud ? » eme ar gouarner. « — Ha c’houi, eme Zesilia, ne c’houzoc’h ket peger braz eo galloud va fried-me. » « — Piou eo ho pried ? » « — Jezuz-Krist, va Zalver. » « — Gouzout a rann, eme ar gouarner, oc’h bet dimezet da Valerian. »
Gouarner Rom a goundaonaz Sesilia da veza devet ez-veo enn he zi. Mes, kaer a oue he lezel he-unan, epad eunn devez hag eunn nozvez, enn eur zal hag a ioa henvel ouz eur forn c’horet kement a dan a ioa great ennhi, ar Zantez n’e devoue drouk ebed. Neuze ar gouarner a roaz urs d’he dibenna. Mes ar bourreo, goude beza darc’hoet tri daol bouc’hal var he gouzoug, ne c’hellaz ket distaga krenn he fenn diouz he diouskoaz, ha Sesilia a vevaz c’hoaz tri devez er stad skrijuz-se. Dija e doa roet d’ar paour kement e devoa nemed he zi ; mes araok mervel e roaz ive he zi d’ar pab Urban evit ober eunn iliz anezhan, ha goudeze ez eaz erfin da reseo enn env ann diou gurunenn a verc’hez hag a verzerez d’ann 22 a viz du euz ar bloaz 232.
Pegen din eo a respet ar re a gar hag a vir ar burete, pa zeu ann elez zoken da zifenn ho guerc’hded ! Peger braz drouk eo eta klask lamet digantho ann tenzor-ze heb he bar, ha nag hi a zo fallakr ar re a ra evelse labour ann diaoul enn eur zikour anezhan da goll ann eneou ! Ne gredan ket e ve eunn torfet all euzusoc’h eged hennez dirag Doue. Lakit evez eta na zeufac’h pe dre oberou pe dre gomzou d’ober d’ho nesa koll eur gurunenn ken skeduz.