Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/780

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
772
16 a viz Du
sant melani, eskop

a eskopti Guened, hag eunn droiad all e pareaz Euzeb, roue Breiz, hag he verc’h Aspazii, dioc’h eur goall glenved o doa paket abalamour da eunn torfed great gant ar roue. Ar prins-ma o veza anzavet he faot ha goulennet pardoun enn eur vouela, Melani a bedaz Doue evithan hag evit he verc’h, ha raktal ec’h en em gavchont ho daou ker iac’h ha biskoaz.

Klovis, roue Frans, o veza klevet hano euz ar miraklou-ze, a c’halvaz ar Zant da vont d’he balez. Melani a ieaz, petra bennag n’en doa ket kalz a c’hoant da guitaat he eskopti, ha pa oue erruet, Klovis ne c’houie ket peur en devije great stad aoualc’h anezhan. Ar roue-ze en em blije o kemeret kuzul diganthan pa veze nec’het gant eunn dra bennag, ha dre he ali e lakeaz sevel meur a iliz ha meur a gouent, hag ingala aluzennou braz etre ann dud paour hag ezommek.

Er bloaz 511, e oue asamblet e Orlean eur c’honsil el leac’h ma’c’h en em gavaz daou ha tregont eskop. Melani a ioa unan anezho, hag a oue remerket etouez ar re all dre he spered lemm, he zeskadurez hag he aked da zifenn guirioneziou ar feiz a enep ann heretiked.

Meur a vloaz goude, ar Zant a ioa e kear Anjer d’ann deiz kenta euz ar c’horaiz asambles gant pevar eskop all, hag ar re-ma her pedaz da gana ann offerenn enn iliz ann Introun Varia. Pa oue echu ann offerenn, Melani a ginnigaz d’ann eskibien all peb a damm bara benniget evel eur merk euz ar garantez a dlie beza etre hi hag hen.

Tri euz ann eskibien-ze a zebraz dioc’htu ho bara benniget ; mes ar pevare a lezaz he damm da goueza enn he vruched gant aoun da derri he iun. Hogen, pa’z eaz ann eskop-ma goudeze da glask he vara benniget, e oue spountet-holl o velet oa chenchet enn eunn aer hag a rea ann dro d’he gorf. Raktal ec’h anavezaz oa bet manket, ha setu hen d’en em strinka da dreid ar Zant enn eur c’houlenn pardoun. Melani a roaz he vennoz d’ezhan, ha kerkent ann aer a deuaz adarre da veza eunn tamm bara.

Sant Melani a garie beza he-unan gant Doue, hag aba-