e kichen dor kear Amiens e Frans, eur paour keaz hag a grene gant ar riou. Ar paour keaz-ma a ioa enn noaz, kouls lavaret, hag a c’houlennaz diganthan eunn draik bennag enn hano Jezuz-Krist. Martin n’en doa netra nemed he armou hag he zillad. Raktal e krog enn he gleze, e trouc’h he vantell dre’nn hanter hag e ro eul lodenn anezhi d’ar paour keaz.
Enn noz varlerc’h, Jezuz-Krist en em ziskouezaz dirazhan gant ann hanter-mantell-ze var he ziouskoaz, hag hor Zalver a lavare d’ann elez a ioa enn dro d’ezhan : « — Ar zae-ma am euz bet digant Martin, petra bennag n’e ket c’hoaz badezet. » Ar c’homzou-ze a ieaz doun e kaloun ar zoudard iaouank, ha prest goude e resevaz ar vadiziant.
Neuze e kuiteaz ann arme kenta ma c’hellaz, hag e teuaz da gaout sant Hiler, eskop Poatie, evit deski ganthan ar guella feson d’en em zantelaat. Goulskoude, pa oue bet eur pennad e Poatie, e c’hoanteaz distrei d’he vro da velet hag hen a c’hellje gounit ive he dad hag he vamm da feiz Jezuz-Krist.
Enn eur dreuzi ar meneziou a zo etre ar Frans hag ann Itali, e kouezaz etre daouarn eur vandenn laeroun hag e oue dare d’ezhan beza lazet. Mes al laeroun a oue ker souezet o velet pegen nebeut a aoun en doa rak ar maro ma hen lezchont da vont gant he hent, hag unan anezho zoken a jenchaz buez var ann heur hag a heuliaz ar Zant evit en em rei holl da zervich Doue eveldhan. Martin o veza digouezet enn he vro en devoue ann eur da lakaat he vamm da drei kein d’ann idolou ; mes ne c’hellaz ket dont a benn euz he dad, hag hema a varvaz paian.
Goudeze e tistroaz da Boatie hag e savaz eur gouent e Liguje, diou leo dioc’h ar gear-ze. Er gouent-ma e tremenaz meur a vloaz asambles gant eunn nebeut menac’h all, hag heb dale Doue a ziskleriaz he zantelez dre ar brasa miraklou. Pedennou Martin o doa kement a c’halloud ma roent zoken ar vuez d’ar re varo.
Etre daou e varvaz eskop Tour, hag ar Zant a oue choazet enn despet d’ezhan evit delc’her he blas. Hogen, eunn