Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/767

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
11 a viz Du
759
sant martin eskop



SONJIT ERVAD

Mar fell d’ehoc’h chom bepred pur ha chast, grit evel sant Andre Avellin epad m’edo oc’h ober he studi. Ne gollit morse ar guel a Zoue, ha bezit ato devot d’ar Verc’hez. Ma ne c’hellit ket lavaret bemdez ar chapeled enn he henor, lavarit da vihana eul lodenn anezhan pe eunn Ave Maria bennag. Evelse e viot ive, koulz hag ar zant-ma, treac’h d’ann drouk-spered ha da gement hini a glaskfe ho tougen d’ar pec’hed. Troad ar Verc’hez a flastraz penn ar zarpant ifern ; he dourn gallouduz a roi d’ehoc’h ive ar gounid var ardou ann diaoul hag ioulou direiz ar c’horf.




ann unnekved devez a viz du


SANT MARTIN, ESKOP
————


Ar zant-ma a ioa ganet enn Hongrii-Izela, hag a oue savet e kear Pavii enn Itali, el leac’h m’oa en em dennet he dud. Ar re-ma a ioa paianed ; mes hen a felle d’ezhan beza kristen, ha kerkent hag ann oad a zek vloaz ez eaz d’ann iliz enn despet d’ezho evit lakaat he hano da reseo ar vadiziant.

Goulskoude, o veza ma’z oa he dad offiser hag offiser a renk huel zoken, e oue galvet d’ar zervich a benn pemp bloaz goude, ha ne oa ket badezet c’hoaz. N’euz fors ; Martin a vevaz enn arme evel eur manac’h enn he gouent, ha morse ne oue guelet o koueza enn dizursiou a zo ker stank etouez ar zoudarded.

Mes ar pez a remerket ennhan dreist peb tra oa he garantez evit ar beorien. Eunn devez, epad ar goanv, hag er blavez-se ar goanv a ioa rust meurbed, e kavaz,