Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/770

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
762
12 a viz Du
sant martin, pab ha merzer

ar vuez pe ar maro, digemerit-ho euz a zourn ann Aotrou Doue, o lavaret bepred mil bennoz d’he hano santel. N’euz hent all ebet suroc’h eged hennez evit mont d’ar baradoz.




ann daouzekved devez a viz du


SANT MARTIN, PAB HA MERZER
————



Ar zant-ma a ioa ganet e kear Todi enn Toskaan, hag a oue savet e doujans Doue gant he dud. O veza bet kaset d’ar skol, e teuaz heb dale da veza habiloc’h eged he vistri ; rak bez'en doa eur spered kel lemm ma teske kement a garie. Mes gant ann dra-ze oa bepred humbl evel eur c’hrouadur, ha n’en doa ken ioul nemed da lakaat he vouiziegez da zervichout da c’hloar Doue ha da zilvidigez ann eneou. Reseo a eure ann Ursiou sakr, ha goude maro ar pab Theodor e oue choazet evit delc’her he blas.

Hogen, d’ar mare-ze, eur rumm heretiked hag a hanver Monothelited a rea kalz freuz dre ar bed o lavaret n’ez euz e Jezuz-Krist nemed eur volontez hebken. Ann impalaer Heraklius a ioa bet troet a unan gantho enn eunn ordrenans en doa lakeat da embann e kement korn a ioa enn he rouantelez. Goudeze ann impalaer Konstant, mab-bihan da Heraklius, en doa douget eunn ordrenans all hag a c’hourc’hemenne d’ann holl tevel var ar poent-se ; da c’houzout eo, dre ann ordrenans-ma oa difennet lavaret n’ez euz e Jezuz-Krist nemed eur volontez, mes difennet oa ive lavaret ez euz diou, egiz pa vije gellet kuzat ar virionez pa vez hano euz ar feiz.

Kenta tra a reaz ar pab nevez, goude ma oue lakeat var he dron, a oue asambli eur c’honsil enn iliz hor Zalver pe enn iliz Latran e Rom, evit koundaoni ar Monothelited. Pemp eskop ha kant a deuaz d’ar c’honsil-ze, hag ar pab hag hi a ziskleriaz a vouez huel ez euz e Jezuz-Krist diou natur ha diou volontez, natur ha bolontez Doue, ha natur ha bolontez ann den. Goudeze e koun-