Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/790

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
782
20 a viz Du
sant felis a valoa

d’ezhan. Felis a zigemeraz ann doktor iaiouank-se evel eur breur, ha divar neuze e vevchont eno ho daou evel daou eal : ho spered hag ho c’haloun a veze ato troet varzu ann env, ha kerzet a reant a gammejou hirr var hent ar zantelez.

A benn eunn nebeut bloaveziou, Iann Matha a gountaz da Felis ar pez a ioa erruet ganthan epad m’edo o lavaret he offerenn genta. « — Da vare ar gorreou, emezhan, e veliz eunn eal guisket e guenn, gant eur groaz ruz ha glaz var he zillad, hag e kichen ann eal ez oa daou esklav karget a jadennou pounner, unan a bep tu. Abaoue, ne rann nemed sonjal er gaptived keiz, ha c’hoant em befe da ober eunn dra bennag evitho. »

A veac’h oa ar c’homzou-ze peur achuet ma tilammaz eur c’haro euz ar c’hoat dirak ann daou ermit, hag ar c’haro-ma a zouge ive etre he gerniel eur groaz henvel ouz ann hini en doa guelet Iann Matha var dillad ann eal. Felis hag he goumpagnoun a goumprenaz dre ar burzud-se oa bolontaz Doue e savchent eunn Urs nevez a venac’h evit prena ar gaptived, ha raktal ez ejont da Rom d’en em glevet var gement-se gant ar pab Innosant III. Ar pab ho resevaz gant eur garantez a dad, ha goude beza goulennet kuzul digant ar gardinaled ha sklerijenn digant Doue, e viskaz he-unan da bep hini anezho eur zae venn hag a ioa ennhi eur groaz ruz ha glaz var ann araok. Abalamour d’ann tri seurt liou-ma, ar pab a ordrenaz ma vije hanvet ann Urs nevez Urs ann Dreindet Sakr evit tenna ar gaptived euz a dre zaouarn ann Turked.

Felis ha Iann Matha a zistroaz neuze da Frans, hag a zavaz eur gouent vraz el leac’h m’oant bet kent oc’h ober ho ermitach. Goudeze Iann Matha a ieaz adarre da Rom, hag epad ann amzer-ze Felis a lakeaz sevel kouenchou all e Frans ; rak niver ar venac’h a greske a zeiz da zeiz.

Ar zant-ma en devoa eunn devosion dener evit ar Verc’hez, hag ar Verc’hez evit he rekoumpansi a reaz eunn droiad eur mirakl kaer enn he genver. Eunn nosvez, derc’hent gouent Maria-Vengolo, pa oue deuet ann