Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/904

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
896
buez ann tad maner

huadad diveza etre diou vreac’h he vab karet, ann Tad Maner, d’ar 25 a viz mae 1652. He gorf a oue lezet daou zevez var ar varv-skaon, e iliz Sant-Kristoph, evit rei amzer d’ann dud da zont d’he velet, da boket d’he dreid ha d’he zaouarn, pe da douch outhan chapeledou, kroaziou ha metalennou. Diez e ve niveri ann traou burzuduz c’hoarvezet var bez ar zervicher Doue, hag ar grasou, evit ar c’horf pe ann ene, bet dre zikour he bedennou araok ha goude he varo. Darn anezho a gaver merket el levriou great gant ann Tad Bleuzen hag ann Aotrou Drezen var buez Mikeal Nobletz.

————



BUEZ ANN TAD MANER, EUZ A GOUMPAGNUNEZ JEZUZ


misioner breiz-izel (1606-1683)
————


Ann Tad Julian Maner a ioa ganet e Sant-Jeorj Reintembault, e eskopti Roazon, d’ar c’henta a viz here 1606. He gerent, marc’hadourien o veva dioc'h ho labour, mes tud leun a feiz ive, a c’hoantea her c’has da veleg ; hag eunn den a iliz euz ar barrez a reaz d ezhan eunn tamik skol latin. O veza c’hoaz bihanik, Julian a garie dastum enn dro d’ezhan ar vugale euz he oad evit mont gantho e prosesion beteg ann iliz, pe groaz al Lenn, enn eur gana pedennou ha kantikou. Kaset da skolaj ann tadou Jezuisted, da Roazon, e oue buhan anavezet mui c’hoaz dre he zantelez eged dre he spered. Ne c’houzanve ket klevet eur gomz dizoare, hag ouz he velet ker parfet enn iliz, ar re all a glaske beza henvel outhan. Ar skuer vad hag ar c'huzuliou fur a roe da bep unan a reaz da galz skolaerien karet muioc’h servich Doue, ha beza, dreist holl, devot d’ar Verc’hez.

D’he naontek vloaz e c’houlennaz beza digemeret e kompagnunez Jezuz, hag azaleg neuze e oue c’hoaz aketusoc’h da bedi ; ne glaske ive nemed beva dianavezed hag ober bepred bolontez ar re all. Echuet ganthan he studi, e oue kaset da Gemper d’ober skol. Galvet oa gant