paouez er beg douar-ze. A dra zur, meur a benn fall a reaz goasa ma c’hellent eneb ar misioner; mes, kaer o devoue, ann Aotrou Doue a c’hounezaz var ann ifern. Sikouret gant he c’hoar Mac’harit, hag eunn nebeut groagez a Zouarnenez, Mikeal a zeskaz ho c’hreansou da holl dud ar c’harter, hag a c’houdevez ne oue kavet e neb leac’h kristenien startoc’h enn ho c’hreden nag aketusoc'h d’ho deveriou a relijion. Ranna a rea he galoun pa oue ret d’ezhan kimiada diouz he vugale muia-karet, hag aliez her c’hlevet o lavaret: « E Douarnenez am euz bet ar muia poan ha skuizder, mes, eno am euz tanveat ive ar vrasa laouenedigez o velet kement a volontez vad e touez ann dud. » Torret oa he gorf gant ann oad, ar pinijennou hag al labouriou pa en em dennaz adarre e Konk-Leon. Evelato e kendalc’haz epad daouzek vloaz da zarmoun, d’ober katekiz ha da gelenn kement hini a c’houlenne kuzul diganthan.
D’ar mareou-ze oa deuet da Gemper ann Tad Maner euz a goumpagnunez Jezuz, a dlie beza, varlerc’h ann Aotrou Nobletz, rener ar misionou brezounek. Dom Mikeal her pedaz da zont d’he gaout, ha pa oue diguezet e roaz d’ezhan he daolennou. Goude, o veza eat ganthan d’ann iliz e sounaz ar c’hloc’h hag e lavaraz d’ar bobl a ioa diredet enn dro d’ezho : « Va bugale, setu ama hiviziken rener ar misionou e Breiz-Izel, digaset eo gant Doue evit deski d’ehoc’h hent ar baradoz. »
Koulzgoude n’en doa mui pell da veva, hag araok tremen euz ar bed-ma e c’hoantea kaout brasoc’h henvelidigez gant he Zalver bet krouadur dic’halloud ha maro var ar groaz. Doue a roaz d’ezhan he c’houlenn. Skoet e oue gant eur c’hlenved hirr ha poaniuz braz ; n’oa mui mestr d’he izili ; he voued a roet d’ezhan ec’hiz d’eur c’hrouadur. A hed eur miz, koulz lavaret, e oue enn he angouni ; a benn diou vech e kredaz ann dud oa maro, keit e chome heb finval he izili ien sklas. Epad ar stourmad diveza edo ann tan ennhan ken na stage he groc’hen hanter-boaz ouz ann dillad vele. Mes he galoun a ioa leun a joa hag a zousder ; al levenez a bare bepred var he dal hag enn he zaoulagad, bete ma tennaz he