Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/762

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
754
8 a viz Du
ar pevar gurunet ha pemp all

ar groaz, hag abalamour da ze n’euz netra galloudusoc’h eged sin ar groaz, abalamour da ze dre zin ar groaz e c’heller dont a benn euz a bep tra. »

O klevet ar c’homzou-ma, Semplisius a gredaz dioc’htu e Jezuz-Krist, ha prest goude e oue badezet. Divar neuze e rea ive sin ar groaz abarz staga d’al labour, hag he laboure kerkouls ha ker brao hag he bevar goumpagnoun.

Etre daou, ann impalaer Dioklesian a lakeaz pedi ar pemp micherour da ober evithan patrom ar fals Doue Eskulap. Mes hi a respountaz ne c’hellent ket en em garga euz eunn hevelep labour. « — Ann dra-ze, emezho, a ve rei tro d’ar baianed da goueza er pec’hed a idolatri, ha ni a zo kristenien hag on euz horrol ouz ar pec’hed-se. »

Ar respount-ma o veza bet kaset d’ann impalaer, Dioklesian a lakeaz ar pemp micherour etre daouarn eur barner, hanvet Pallad, hag ar barner-ze a glaskaz da genta ober d’ezho adori idol ann heol. Goudeze e reaz ho zeuler er prizoun, hag o veza ma choment bepred stard enn ho feiz, e koundaonaz anezho da veza skourjezet betek ar goad. Mes, a greiz m’edot ouz ho bourrevi, Pallad a oue mouget gant eunn drouk-spered.

Ann impalaer a ieaz enn egar pa glevaz petra ioa erruet, ha raktal e roaz urs da lakaat ar pemp merzer ez-veo e pemp arched ploumm ha d’ho stleper evelse e goeled a ster. Mes, a benn seiz sizun goude, ho c’horfou a deuaz d’ar bord, hag eur c’hristen, he hano Nikodem, ho enterraz enn he di. Divezatoc’h e ouent digaset ive d’ann iliz a ioa bet savet gant ar pab Honorius enn henor d’ar Pevar Gurunet, ha setu perak e vez great gouel ar pemp sant-ze er memes devez gant gouel ar re-ma.


SONJIT ERVAD

Pebez vertuz n’en deuz ket sin ar groaz ! Ober a ra d’ann den labourat guelloc’h ha bravoc’h. Lavaret a c’heller c’hoaz e vir outhan ive d’en em c’hlaza ken aliez, petra bennag n’e ket merket ann dra-ma e buez ar pemp micherour m’emaomp o paouez kounta ho merzerenti. Lakit evez eta da ober ato sin ar groaz araok staga d’al labour. Evelse e reot d’ann diaoul tec’het divar ho tro hag e virot outhan da laerez diganehoc’h ho poan hag ho mirit. Mui a nerz o pezo da labourat hag ho skuisder a dalvezo kalz hirroc’h dirak Doue.