Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/761

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
8 a viz Du
753
ar pevar gurunet ha pemp all

euz a gement-se o veza eat betek ann impalaer, hema a roaz urs da gregi ennho ha d’ho c’has dirak imach ar fals doue Eskulap.

Dioklesian ne espernaz netra evit ober d’ezho kinnig ezans d’ann doue faoz-se ; mes ar pevar breur kristen ne rejont van evit he glevet. Neuze ann impalaer a reaz diviska ho dillad digantho, hag ho skourjeza gant fouetou ploumm enn eur feson ken didruez ma oue bruzunet ho eskern ha ma varvchont dindan ann taoliou.

Mes Dioklesian a ioa kement a gounnar ennhan ma ne falvezaz ket d’ezhan ho lezel e peoc’h goude ho maro zoken. Ordren a eure stleper ho c’horfou d’ar chas ; mes ar chas a oue chentiloc’h eged ann dud, hag a ziouallaz ar c'horfou santel epad pemp devez dioc’htu heb ober drouk ebed d’ezho. Abarz ar fin ar gristenien a ieaz d’ho c’herc’hat dre guz, hag ho enterraz enn eur vengleuz c’hrouan a ioa e kichenik Rom.

Goulskoude ann dud fidel all ne c’houient ket pe hano o doa ar pevar breur kalounek, ha setu perak ne oue great anezho nemed ar Pevar Gurunet. Mes divezatoc’h Doue a ziskleriaz da eunn den santel oant hanvet Sever, Severian, Karpophor ha Viktorin. Ar pab Honorius a reaz sevel eunn iliz enn ho henor, hag ho relegou a oue digaset d’ann iliz-ma pa oue echu.

Tost d’al leac’h m’oa bet enterret da genta korfou ar Pevar Gurunet, oa bet enterret enn ho raok pemp merzer all hag a ioa ho hano Glaoda, Nikostrat, Simphorian, Kastorius ha Semplisius. Micher ar re-ma oa labourat gant ar gizell hag ober patromiou pe imachou. Semplisius a ioa c’hoaz paian ; mes ar pevar all a ioa kristenien, ha ne vankent morse da ober sin ar groaz abarz staga d’al labour. Hogen, Semplisiuz a remerkaz e labourent guelloc’h ha bravoc’h evithan, goude beza great sin ar groaz evelse, ha ne dorrent ket kement a ostillou. Setu perak e c’houlennaz outho petra zinifie ar groaz-ze a verkent varnho ho-unan araok kregi enn ho c’hizell.

Simphorian a gemeraz tro ac’hano da gomz d’ezhan euz ar guir Doue hag euz hor Zalver Jezuz-Krist. « Mab Doue, eme Zimphorian, a zo maro evidomp holl var