Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/817

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
2 a Gerzu
809
santez bibiana, guerc’hez ha merzerez


Goulskoude ar prefet ne anavezaz ket dorn Doue enn eunn dra hag a gave he-unan ker burzuduz. Er c’hountrol eo : implija a reaz he holl ijin hag he holl finesa evit lakaat ann diou c’hoar da adori ann idolou. « — Mar kirit senti ouzinn, emezhan, e vezo roet d’ehoc’h, enn dro ann danvez a zo bet lamet diganehoc’h, ha goudeze peb hini ac’hanhoc’h a c’hello ober eur fortun gaer. Ma ne zentit ket avad, n’oc’h euz da c’hortoz nemed ann taoliou fouet hag erfin ann taoliou bouc’hal. »

Mes Bibiana ha Demetrii ne rejont van evit klevet Apronian, hag ho diou asambles e respountchont dioc’htu oant prest da c’houzanv mil maro kentoc’h eget nac’h ho feiz. Hogen, enn eur gomz evelse, Demetrii a gouezaz maro-mik eharz treid ar prefed : Kredabl, ann Aotrou Doue a zigasaz d’ezhi ar maro trum-ze gant aoun na vije deuet he c’haloun da vankout divezatoc’h pa vije en em gavet dirak ar vourrevien.

Setu eta Bibiana chomet he-unan varlerc’h he zad hag he mamm, ha varlerc’h he c’hoar. Neuze Apronian a zonjaz lakaat anezhi etre daouarn eur vaouez fall ha fallakr da velet hag houma a c’hellje he gounit. Evit guir, ar vaouez-se ne espernaz netra, na komzou flour, na promesaou kaer, na gourdrouzou, na taoliou zoken, evit deseo ha touella ar gristenez iaouank ; mes koll a reaz he foan hag he amzer, ha Bibiana a oue bepred treac’h d’ezhi.

Ar prefet a ieaz enn egar pa glevaz ann dra-ma, ha raktal e roaz urs da ziviska ar Zantez enn noaz, ha d’he skourjeza gant fouetou ploumm keit ha ma chomje ennhi eur c’houezadenn vuez. P’e devoue ar verzerez kalounek laosket he huanad diveza, he c’horf a oue stlapet d’ar chas da zibri ; mes ar chas ne gredchont ket tostaat outhan, hag a benn daou zevez goude eur belek santel hen enterraz enn noz e kichen bez Dafroza ha bez Demetrii. Divezatoc’h e oue savet er plas-se eunn iliz enn henor da Zantez Bibiana, hag enn iliz-ma e virer c’hoaz he relegou ha re he mamm hag he c’hoar. He merzerenti a erruaz er bloaz 363 goude donedigez hor Zalver.