Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/818

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
810
3 a Gerzu
sant fransez zavier, abostol ann indez


SONJIT ERVAD

Beza tentet gant ann dud, evel ma oue tentet santez Bibiana gant ar prefet Apronian ha gant ar vaouez fall ma oue lakeat etre he daouarn, a zo aliez danjerusoc’h eget beza tentet gant ann drouk-spered. Ann nep piou bennag eta a ve poulzet pe aliet da ober traou kountrol d’ar relijion pe d’ar vertuz gant tud hag o deuz eur c’halloud bennag varnhan pe gant tud hag a zo red d’ezhan beva enn ho c’houmpagnunez, hennez en deuz muioc’h a ezomm eged ar re all da veza ato var evez, da zifiziout bepred anezhan he-unan, da bedi Doue hag ar Verc’hez ha da dostaat aliez ouz ar zakramanchou. Evelse e c’hello gounit ar viktor var ann dentasion ; mes, a hent all, eo sur da goueza buhan el lasou a stegner dirazhan.




ann trede devez a viz kerzu


SANT FRANSEZ ZAVIER, ABOSTOL ANN INDEZ
————


Fransez Zavier a ioa ganet e rouantelez Navarr e Spagn, hag a deuaz da Baris da studia ar philosophi. Bete neuze ne oa nemed avel enn he benn, ha ne glaske nemed beza istimet, meulet hag henoret gant ann dud. Mes e Paris e reaz anaoudegez gant sant Ignas a Loiola, hag ar zant-ma a lavaraz d’ezhan ken aliez ar pez a lavare guech all hor Zalver Jezuz-Krist d’he ebestel : « — Petra dal d’ann den gounit ar bed holl mar teu da goll he ene ? » ma’c’h em lakeaz erfin da zonjal a zevri er c’homzou-ze. En em denna a eure a gostez da ober eur retred, ha pa oue echu he retred ganthan, ec’h en em gavaz chenchet evel eunn all enn he blas.

Bez’ e oue unan euz ar re genta a ieaz enn Urs ann Tadou Jezuisted, a ioa nevez savet gant sant Ignas, hag hiviziken n’en devoue ken ioul nemed da erruout enn huela pazenn euz ar zantelez. Kastiza a rea he gorf enn