Etre daou goulskoude tri den fallakr a damallaz eunn torfed heuzuz d’ar Zant enn eur leusker a bep seurt malloziou varnho ho-unan ma n’oa ket guir ar pez a lavarent. Ar c’henta a c’houlenne beza devet, ann eil beza goloet a lorgnez, hag ann trede beza dall. Vertuz Narsis a ioa re anavezet evit ma vije kredet eunn dra ker braz divar he benn. Evelato, o veza ma sonje pell a ioa en em denna enn eur plas bennag a gostez evit beva he-unan gant Doue, e kemeraz tro ac’hano da gas ar zonj-ma da benn. Kuitaat a eure eta he eskopti, hag epad eiz vloaz dioc’htu den ne c’hellaz gouzout da be leac’h oa eat.
Epad ann amzer-ze, ann tri zen fallakr o devoa he damallet e faoz a c’hoarvezaz gantho ar pez o doa goulennet dre ho goall bedennou. Ar c’henta a grogaz ann tan enn he di, hag a oue devet asambles gant he c’hreg hag he vugale. Ann eil a oue goloet he gorf a lorgnez, hag a varvaz heb dale gant ar c’hlenved heuzuz-se. Ann trede erfin, o velet penaoz oa bet skoet ann daou all, a anzavaz he bec’hed hag ho hini dirak ann holl hag a vouelaz d’ezhan ken dourek ma teuaz da veza dall evel m’en doa reketet.
Neuze Doue a lakeaz e spered Narsis distrei d’he eskopti.
Mes ker koz oa dija d’ann ampoent ma kemeraz eunn eskop all d’he zikour. Goulskoude, evel a lavare ann eskop all-ma enn eul lizer, kendelc’her a reaz bepred da c’houarn dre he bedennou Iliz Jerusalem ken na blijaz gant Doue he c’helver davethan, er bloaz 216, d’ann oad a c’houezek vloaz ha kant.
Peger stank n’eo ket hirio ar malloziou pe ar goall bedennou etouez ar gristenien ! Diouallit rak ar voazamant fall-ze, ha mar oc’h euz dija he c’hemeret, hastit affo he zerri gant aoun na errufe ganehoc’h ar pez a erruaz gant ann tri zen fallakr a zo hano anezho e buez ar zant-ma. Ann tadou hag ar mammou dreist holl a dle diouall da leusker malloziou var ho bugale gant aoun na deufe Doue, evit ho funisa, da zelaou ar goall bedennou-ze, evel a zo bet c’hoarvezet enn hor bro n’euz ket c’hoaz goall bellou. Eur vaouez divar ar meaz e devoa eur verc’h iaouank hag a ioa pennherez. Eunn devez, houma a c’hoanteaz mont d’ar park da zellet ouz ar goazed o labourat ; rak tud dianveaz a ioa