Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/736

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
728
28 a Here
sant simon ha sant jud, ebestel



Sant Magloar a varvaz leun a veritou ha brudet dre he viraklou, d’ar 24 a viz here euz ar bloaz 586, oajet a bevar-ugent vloaz.


SONJIT ERVAD

Ar zant-ma ne zebre kouls lavaret tamm, ha ne eve morse nemed dour ; kement-se goulskoude n’en deuz ket miret outhan da veva betek ann oad a bevar-ugent vloaz. Dibri hag eva nebeut, ouspenn ma’z eo iac’huz d’ann ene, a zo ive iac’huz d’ar c’horf. Dibri hag eva re, er c’hountrol, ouspenn ma pounnera ar spered, ma toug d’ar pec’hed vil ha ma vir ouz ann den da c’hellout en em zevel varzu Doue dre ar bedenn, a zo c’hoaz noazuz d’ar c’horf hag a ziverra ar vuez. Ann dibri hag ann eva re, eme zant Aogustin, o deuz lazet muioc’h a dud eged ar c’hleze.





ann eizved var ’nn ugent a viz here


SANT SIMON HA SANT JUD, EBESTEL


————



Simon a ioa ganet e bourg Kana er Galilee, hag abalamour da ze e oue leshanvet Kananean. Lod a lavar zoken eo enn he eured e chenchaz hor Zalver ann dour e guin, hag e oue ar mirakl-ma ar penn-kaoz ma kuiteaz peb tra evit heul Jezuz-Krist.

Jud, leshanvet ive Thadee, a ioa breur da zant Jakez ha mab da Vari Kleophas, c’hoar-gaer d’ar Verc’hez. Bez’ez oa eta kenderv gompez d'hor Zalver, ha Jezuz her c’harie evel unan euz he vrasa mignouned.

Goude m’oa diskennet ar Spered-Santel var ann Ebestel, Simon a ieaz da brezeg ann Aviel d’ann Ejipt, ha Jud d’ar Mesopotamii. Gounit a rejont ho daou eur maread eneou da Zoue, hag a greiz he labouriou abostolik Jud a skrivaz eul lizer d’ann holl dud fidel euz a gostez ar Zao-Heol evit diarbenn ar fals kredennou a ioa dija diouanet enn ho zouez.

Abarz ar fin, Simon ha Jud en em gavaz asambles er Pers, hag eno ho frezegennou a zougaz adarre kement a frouez ma ne c’houfe den niveri ar baianed a zigore ho daoulagad da sklerijenn ar feiz. O velet kement-se,