Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/742

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
734
31 a Here
sant kintin, eskop ha merzer

cha daou vestr asambles, eme ann Aviel. Biskoaz mui eged enn deiz hirio n’euz bet leac’h da evesaat ouz ar gentel-ma. Rak ken aliez ha bemdez e klasker hon lakaat d’ober traou eneb d’hor c’houstians pe da lezenn Doue.





ann unan ha tregont a viz here


SANT KINTIN, ESKOP HA MERZER


————


Ar zant-ma a ioa ganet e Rom, ha mab da eur senatour. Ne c’houezer ket pe da vare e oue gounezet d’ar feiz ; mes, abaoue m’oa bet badezet, en devoa kement a ioul da labourat evit silvidigez ann eneou ma c’houlennaz kounje digant ar pab Kaius da vont da brezeg ann Aviel d’ar broiou paian. Ar pab hen digasaz e Frans asambles gant dek misioner all.

Setu eta Kintin enn hent goude beza lavaret kenavo d’he dud. Erruout a reaz betek ar Pikardi, hag eno ez eaz da jom da gear Amiens. Ne oue ket pell er gear-ma na lakeaz eur maread paianed da zilezel servich ann doueou faoz. Ar brud euz he zantelez hag euz he viraklou a rea d’ann holl diredet d’he zelaou, ha den ne c’helle herzel ouz nerz he gomzou. Niver ar gristenien eta a greske bemdez enn dro d’ezhan.

Mes etre daou e oue diskuillet da Riktiovar, a c’houarne ar Frans d’ann ampoent evit impalaer Rom, hag a ioa deuet da ober eur bale da Amiens. Ar gouarner-ze en doa urs da lakaat ann holl dud fidel d’ar maro nemed nac’h a rajent ho feiz. Lavaret a eure dioc’htu kregi e Kintin hag he gas d’ar prizoun. Antronoz her galvaz dirazhan, hag p’en devoue klevet piou hag euz a be leac’h oa, e komzaz outhan evelhenn : « — Gant ar vez da vihana ! Mab eur senatour eveldhoc’h-hu, heul superstisionou ar gristenien ! » « — Ar relijion gristen, eme ar Zant, n’euz ket a zuperstisionou ennhi ; mes deski a ra d’eomp anaout ar guir Doue, ha Jezuz-Krist, he Vab ; rak ho toueou-c’houi ne d-int nemet drouk-sperejou. »