Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/725

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
23 a Here
717
sant frumans, eskop

mans hag Edes, hag a garie evel he vugale. He-unan e rea skol d’ezho, hag ho c’hemeret a eure da ober koumpagnunez d’ezhan enn eur zonjal e teskchent muioc'h o veachi eged o chom er gear.

Pa oue erruet betek al leac’h m’en doa bizet mont, Merop a bignaz enn eur vag evit distrei da Dir. Mes ar vag a renkaz ober eunn ehan enn eur porz euz ann Abisinii, hag eno ez oa tud hanter-c’houez hag enebourien touet d’ar Romened. Ann dud fallakr-ma a zaillaz evel bleizi var Merop ha var botred ar vag, hag ho lazaz holl betek ann diveza.

Epad ann amzer-ze, Frumans hag Edes a ioa en em dennet a gostez da studia ho c’henteliou, ha ne c’houient ket zoken petra ioa c’hoarvezet. Edont o lenn ken dinec’h ha tra, azezet dindan eur vezenn, pa zigouezaz gantho muntrerien ho eontr. Ar re-ma goulskoude o devoue damant d’ho oad, ha ne rejont drouk ebed d’ezho. Mes kaset e ouent da gaout ar roue, hag ar roue, o velet o doa doare da veza potred a spered ho daou, a gemeraz truez outho ive, hag a lakeaz ho zevel enn he balez. Goudeze e reaz he ziskarger-guin euz a Edes, hag he denzorier euz a Frumans ; rak remerket en doa oa hema eunn den a urs.

Abaoue, ann daou vreur a oue ato deuet mad gant ar roue-ze, ha goude he varo e ouent kouls pe velloc’h deuet c’hoaz gant ar rouanez he bried. Houma a ioa ive leun a fizians enn ho furnez, hag aliez e c’houlenne kuzul digantho ; rak hi eo a c’houarne ar vro keit ha ma oue minor he mab hena.

Frumans hag Edes a ioa kristenien, hag en em zervichaz euz ar c’halloud o devoa er rouantelez evit skigna dreizhi a nebeudou ann anaoudegez euz ann Aviel. Goulskoude, pa oue major ar roue iaouank, e falvezaz d’ezho dont kuit, kaer a oue klask ho delc’her. Edes a ieaz var ehun da Dir, kement a vall en doa da velet he dud ; mes Frumans a skoaz da genta etrezek Aleksandrii, evit kounta da zant Athanaz penaoz edo ann dro enn Abisinii evit ar pez a zelle ouz ar relijion. « — Ar vro-ze, emezhan, a ve eaz da c’hounit da feiz Jezuz--