Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/724

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
716
23 a Here
sant frumans, eskop

groaz ker pounner. « — Red e d’eomp, emezhi, beza bepred rezinet da volontez Doue, hag ar pez a blij d’ezhan a dle plijout d’eomp-ni ive. »

Erfin, o veza kouezet klanv, e c’houlennaz he zakramanchou diveza, petra bennag n’oa ket c’hoaz a zoare fall varnhi, ha prest goude e roaz he ene d’he c’hrouer d’ar pemzek a viz here euz ar bloaz 1243. Ar miraklou a c’hoarvezaz var he bez a reaz d’ar pab Klemant IV lakaat he hano var roll ar Zent kerkent hag ar bloaz 1267.


SONJIT ERVAD

Ha c’houi a fell d’ehoc’h beva euruz var ann douar ? Bezit ato rezinet da volontez Doue evel ar zantez-ma. Doue a c’hoar guella petra zo talvouduz evit ho silvidigez, hag eunn devez a zeui e trugarekaot he Brovidans evit beza ho kaset dre eunn hent hag a gavit brema tenn ha rust. Ma n’o pije bet nemed joa ha plijadur er bed-ma, e vijac’h bet marteze en em gollet da viken. E leac’h eta en em jala hag en em zizesperi pa zigouez ganehoc’h eur groaz pounner bennag, en em daolit gant fizians etre daouarn ann Aotrou Doue. Ann Tad karantezuz-se o sikouro da zougen ho kroaz, ha gant he zikour houma a deui heb dale da veza skanv ha dous evit ho kaloun.



ann trede var ’nn ugent a viz here


SANT FRUMANS, ESKOP
————


(Hirio e reer enn iliz offis hon Redemptor Benniget)


Enn amzer ann impalaer Konstantin, eunn den habil euz ann Azii, he hano Metrodor, en em lakeaz da redet bro evit anaout guelloc’h ar bed. Erruout a reaz evelse betek ann Abisinii, ha digas a eure ganthan ac’hano perlez hag a bep seurt mein a briz. Eunn den habil all euz a Dir, he hano Merop, o velet pebez fortun en doa great Metrodor, en devoue avi outhan, hag a c’hoanteaz mont da zispenn he roudou enn esper kaout kement a jans hag hen.

Hogen, Merop en doa daou niz iaouank, hanvet Fru-