c’homportamant. Kaz e devoa dreist peb tra ous ar goall deodou.
Goudeze he fried hag hi en em glevaz ho daou da veva hiviziken evel breur ha c’hoar, ha divar neuze Hedvij a implijaz he holl amzer enn oberiou a drugarez, a binijenn hag a zevosion. Lakaat a reaz sevel eur gouent vraz e kichen kear Breslo, evit reseo ann intanvezed hag ar merc’hed iaouank o devije c’hoant d’en em voestla da Zoue dre ar veu a jastete. Eno e veze skoliet ive ann dimezelled n’oa ket pinvidik ho zud, ha pa ne gave ket d’ann dimezelled-ma e vijent galvet da jom er gouent, ar Zantez ho argoulaoue hag a glaske d’ezho eur fortun deread.
Hedvij a vage bemdez trizek paour enn henor d’hor Zalver Jezuz-Krist ha d’ann daouzek abostol. Ho zervicha a rea oc’h taol araok dibri he-unan, hag aliez var bennou he daoulin. Petra bennag n’oa ket krenv, e iune bep merc’her ha bep guener divar bara ha dour ; d’al lun ha d’ar zadorn, e kemere, ouspenn, eunn nebeut griziou louzou, ha d’ar zul, d’ar meurs ha d’ar iaou, eunn tamm pesked ; mes morse ne danvea ar c’hig. He brasa plijadur oa pedi ha medita, ha ne deue ket euz ann iliz dioc’h ar mintin ken na veze achu ann offerenn diveza. Evelse, e Breslo edo ar c’hiz da lavaret : « — Ann dukez a renk kaout ken aliez a offerenn hag a velek zo er barrez. »
Goude maro he fried, ar Zantez en em dennaz er gouent e devoa lakeat sevel. Goulskoude ne reaz ket ar veuiou a rea al leanezed evit gellout pourvei easoc’h a ze da ezommou ar beorien. Mes guisket e veze eveldho, ha ne oa nikun enn ho zouez hag a vije humploc’h egethi hag aketusoc’h da heul a boent da boent reolenn ann Urs. C’hoant e deveze ato da ober al labouriou distera euz ann ti, ha pa felle d’ar re all miret outhi, e respounte d’ezho : « — C’houi a zo priejou da Jezuz-Krist, ha me ne d-ounn nemed he zervicherez. »
He mab hena o veza bet lazet er vrezel, Hedvij, e leac’h diroli da vouela, a drugarekeaz kentoc’h ann Aotrou Doue abalamour m'en doa digaset d’ezhi eur