Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/722

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
714
22 a Here
santez hedvij, intanvez

goall ioulou. Mes ar Vretounezed kalounek, kelennet ha kennerzet gant Ursula, n’o devoue nemed eur vouez evit lavaret oa guell gantho mervel eget koll ho guerc’hded. Ar baianed a ieaz enn egar o klevet ann dra-ze, hag ho lazaz holl betek ann diveza. Ho merzerenti a erruaz d’ann 21 a viz here euz ar bloaz 383, hag ho c’horfou a oue enterret e Kologn gant kalz a respet.


SONJIT ERVAD

Santez Ursula a aliaz eunn niver braz a verc’hed iaouank da vervel kentoc’h eget koll ho guerc’hded. Mervel a rejont holl, mes mervel a rejont chast ha dibec’h. Deskomp dre eno pebez istim a dleomp da gaout evit ar burete. Ar pez a reaz Santez Ursula hag he c’houmpagnunez, perak n’her grafemp-ni ket kent eget koll eunn tenzor kaer dreist holl vadou ar bed-ma. Truez eo guelet pegen aliez ec’h en em laka ann dud iaouank enn danjer.



ann eil var ’nn ugent a viz here


SANTEZ HEDVIJ, INTANVEZ
————


Hedvij, merc’h da eur prinz euz ann Allemagn ha moereb da zantez Elizabeth a Hongrii, a ioa douget d’ar vertuz azalek he bugaleach. Iaouankik oa c’hoaz pa oue kaset d’ar gouent, hag eno he devosion ne reaz nemed kreski. Muioc’h a c’hoant e devoa da vont he-unan da leanez eget da jom er bed ; mes he zud a felle d’ezho he fortunia, hag evit senti outho e timezaz da Herri, a ioa d’ann ampoent duk a Zilezii hag a oue divezatoc’h duk a Bologn.

Eur vech dimezet, e poaniaz da genta da c’hounit kaloun he fried evit he zrei holl varzu Doue evel ma’z oa dija troet he hini. C’houec’h krouadur e devoue, tri mab ha teir merc’h, ha ne espernaz netra evit rei d’ezho eur gelennadurez hag eunn deskadurez vad ha kristen. Delc'her a rea ive eunn urs kaer enn he zi, ha ne c’houzanve var he zro nemed tud hag a vije direbech enn ho