Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/855

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
17 a Gerzu
847
sant judikael, roue breiz

he vreudeur evit en em rei holl da zervich Doue e kouent Gael. Ne oa c’hoaz neuze nemed daou pe dri bloaz var’nn ugent.

Abarz nemeur e oue treac’h d’ar venac’h all dre he aked d’ar bedenn, he humilite, he garantez hag he zentidigez. Mes ar pez a remerket ennhan dreist peb tra oa he spered a binijenn, hag eunn eston eo klevet hano euz ar pez a rea evit kastiza he gorf. Ker rust ha ker kriz oa outhan ma renkaz sant Mean, abad ar gouent, he skandalat meur a vech abalalamour d’ann dra-ze, hag ober d’ezhan mont goustatoc’h. Plijadur en doa ive o labourat ar jardin, abalamour ma c’helle evelse gounit he vara diouz ar c’houezenn euz he dal hervez ar zetans douget gant Doue a enep bugale Adam.

Meur a vloaz a ioa ma rene Judikael ar vuez-se pa deuaz ar maro d’he vamm. Raktal e lezaz he vleo da greski, ha prest goude e kuiteaz sae ar venac’h evit distrei er bed ha pignat var ann tron. Kement-se a ioa eur faot euz he berz : « — Rak, eme ann Aviel, ann nep a zo dija krog enn alar, hag a zell adren he gein, n’e ket mad da vont d’ar baradoz. » Goulskoude Doue a reaz d’ezhan ar c’hras da veza ato enn he balez eur skouer a bep seurt vertuziou evel m’oa bet diagent er gouent.

Keit ha ma oue roue, n’en devoue ken sonj na ken ioul nemed da lakaat he zujidi da veva holl evel guir gristenien. Medita a rea he-unan heb ehana var draou ann env, hag ann darn vuia euz he amzer a impiije enn oberiou a zevosion hag a drugarez. Maga a rea bemdez eur vandenn vraz a beorien, hag aliez ho zerviche he-unan. Sevel a eure ive meur a gouent nevez, hag oc’h hini Gael e stagaz eur maread douarou goude ma oue bet kresket dre he urs.

Etre daou, eur vandenn Vretouned a zaillaz var douar Frans enn eur ober skrab var gement tra a c’hellent da baka. Dagobert, roue Frans, a ieaz drouk ennhan pa glevaz ann dra-ze, hag a zigasaz sant Alar da Vreiz da lavaret da Judikael e raje brezel d’ezhan ma ne raparje ket ar gaou o doa great he zujidi. Sant Alar ha roue Breiz n’o devoue ket a boan oc’h en em glevet. Judikael