Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/838

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
830
10 a Gerzu
gouel introun-varia loretta

hag azioc’h ann aoter eur grusifi hag a ioa skrivet ar c’homzou-ma varnhi : Jezuz a Nazareth, roue ar Iuzevien. A gleiz, ez oa eunn oaled pe eur chiminal, hag azioc’h ar chiminal-ma edo patrom ar Verc’hez gant ar Mabik Jezuz etre he divreac’h : ar patrom-se a ioa great gant koat sedr. Sae ar Verc’hez a ioa alaouret hag a ziskenne betek he zreid, ha var he diouskoaz e touge eur vantell c’hlaz. Ar Mabik Jezuz a ioa brasoc’h da velet eged ar vugale all euz he oad. Ar bizied kenta euz he zorn deou a ioa savet enn ear egiz pa vije o rei he vennoz d’ann dud, hag enn he zorn kleiz ez oa eur voul evit merka ar c’halloud en deuz var ar bed holl.

« Biskoaz kement all ! a lavare Tersatziz ; petra zinifi ann ti pe ar chapel-ze ? Gant piou eo bet great ha penaoz eo deuet ama ? Rak n’edo ket ama kent. » Mes den ne c'helle respount. Neuze e tigouezaz var al leac’h enn eunn taol kount eskop Tersatz he-unan, ha kerkent ann holl a laoskaz eur griadenn a estlamm ; rak ann eskop-ma a ioa klanv pell a ioa, heb esperans ebed da barea. Goulskoude brema en doa doare da veza iac’h-pesk. Petra ioa c’hoarvezet eta ? Setu ama petra gountaz ann eskop :

« Enn noz-ma, emezhan, epad m’edon astennet var va guele a boan, ar Verc’hez Vari a zo en em ziskouezet dirazon hag e deuz komzet ouzinn evelhenn :

« — Va mab, emezhi, ann ti a zo o paouez erruout er vro-ma eo va zi-me, ann ti el leac’h m’oun ganet e Nazareth, el leac’h m’ounn bet saludet gant ann arc’heal Gabriel hag e leac’h m’eo Mab Doue en em c’hreat den. Ann aoter a zo ennhan a zo bet savet gant sant Per, hag ar grusifi a zo azioc’h ann aoter a zo bet lakeat eno gant ann ebestel all. Ar patrom a zo a gleiz eo va fatrom-me, hag a zo bet great gant ann avieler sant Lukas. Va zi ne oa mui henoret e Nazareth evel guech all, hag abalamour da ze eo bet digaset ama. Brema me ro d’ehoc’h ar iec’hed evit ma c’hellot beza hoc'h-unan test euz ar burzud-se hag he embann e peb leac’h. »

Goulskoude gouarner ar vro a falvezaz d’ezhan beza sur