Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/839

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
10 a Gerzu
831
gouel introun-varia loretta

abarz kredi eunn hevelep mirakl. Kas a reaz eta tud da Nazareth da velet ; ha n’edo mui eno ti ar Verc’hez. Hogen, ann dud-se, o veza distroet, a ziskleriaz oa guir a boent da boent ar pez en doa lavaret eskop Tersatz. Ti ar Verc’hez n’edo mui e Nazareth ; ne oa chomet eno nemed ann diazez a ioa enn douar, hag ann diazez-se a ioa great gant ar memes mein hag e devoa ar memes hirrder, ar memes ledander hag ar memes teoder ha mogeriou ann ti a ioa erruet e kichen Tersatz. Ne oa mui eta douetans ebed da gaout ; ann ti-ma oa e guirionez ti ar Verc’hez e Nazareth.

Raktal e oue guelet bandennadou tud ha poblou a bez o tiredet di da bardouna. Mes ann ti santel ne jomaz nemed tri bloaz hanter er plas-se, ha d’ann dek a viz kerzu 1294, e oue savet ac’hano gant ann elez ha douget enn tu-ma d’ar mor Adriatik, e kreiz eur c’hoat lorvez hag a ioa tost da gear Rekanati. A benn pevar miz goude e oue kaset eunn tammik larkoc’h, hag a benn pevar miz all ec’h en em dennaz pelloc’hik c’hoaz e kreiz ann hent braz a iea euz a Rekanati d’ar mor. Eno eo chomet abaoue hag ema c’hoaz hirio.

Hogen, ann hent-se n’oa ket plean, ha tachadou a ioa zoken el leac’h n’oa ket ar mogeriou harp oc’h ann douar. Tud Rekanati a zonjaz eta sevel mogeriou nevez da skora ar re goz, gant aoun na vije pilet ar re-ma gant ann avel. Mes ar mogeriou nevez a belleaz anezho ho-unan dioc’h ar re goz evit diskouez n’e doa ket ezomm ar Verc’hez euz a zikour ann dud evit delc’her he zi enn he za.

Divezatoc’h e oue savet eunn iliz gaer enn dro d’ann ti santel, hag ar pabed a zigoraz tenzor ann induljansou gant largentez evit ar re a iaje di da bardouna. Ann iliz-se a oue hanvet iliz Introun-Varia Loretta abalamour d’ar c’hoat lorvez el leac’h ma oue lakeat da genta ann ti santel pa oue digaset gant ann elez euz ann Dalmasii enn tu-ma d’ar mor Adriatik.


SONJIT ERVAD

Tud zo hag a lavar n’euz ket brema a viraklou evel guech all. Setu ama da vihana eur mirakl hag a bad tost da c’houec’h kant vloas zo :