Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/837

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
10 a Gerzu
829
gouel introun-varia loretta

kaer en devoue gouela hag hirvoudi, red e oue d’ezhan reseo ann Ursiou, ha goudeze e oue sakret eskop.

Hogen, epad ann naontek vloaz hanter ma c’houarnaz eskopti Noion, ne c’houfe den niveri nag ar baianed a c’hounezaz d’ar feiz, rak d’ann ampoent ez oa c’hoaz kalz paianed e kostez Noion, nag ar bec’herien a lakeaz da zistrei ouz Doue, nag ar beorien a vagaz dre he aluzennou. Mervel a eure e peoc’h ha leun a veritou d’ar c’henta a viz kerzu euz ar bloaz 659, oajet a zek vloaz ha tri-ugent, ha var he vez e c’hoarvezaz raktal eur maread miraklou.


SONJIT ERVAD

Ann orfebrer santel-ma a reaz diou gador pe zaou dron aour gant ann danvez a ioa roet d’ezhan evit ober unan. Nag a vicherourien a zo hirio hag a zalc’h gantho lod euz ann danvez a roer d’ezho evit ober eunn tamm labour bennag ! Nag a re all a laka enn ho godell lod euz ann arc’hant a roer d’ezho pa vezont karget da brena ann danvez ho-unan, hag a bren neuze danvez disteroc’h pe guelloc’h marc’had eged ann hini o doa urs da brena ! Nag a re all c’hoaz a laka danvez fall e plas danvez mad, hag a ra goulskoude paea al labour evel pa ve great gant danvez mad ! Taolit evez ouz kement-se, micherourien ; ann dra-ze a zo laerez, hag al laeroun ne d-aint ket d’ar baradoz.




ann dekved devez a viz kerzu


GOUEL INTROUN-VARIA LORETTA
————


D’ann dek a viz mae euz ar bloaz 1291, tud Tersatz enn Dalmasii a oue souezet-maro o velet dioc’h ar mintin, oc’h kostez eunn dorgenn e kichen ar mor, eunn ti ha n’edo ket eno araok. Ann ti-ma a ioa great gant mein bihan ruz ha karre, ar seurt n’oa ket er vro ; doare en doa da veza koz, ha n’oat ket evit koumpren penaoz e c’helle chom enn he za ; rak ar mogeriou n’edont ket enn douar, mes var c’horre ann douar hebken.

Tersatziz a oue souezetoc’h c’hoaz pa’z ejont e diabarz ann ti. A zeou, ez oa eur prenestik, ha ne oa prenest all ebed nemed hennez. A benn d’ann or ez oa eunn aoter,