nezhi ec’hiz eur bleiz, oc’h he stleja dre ar bleo hag oc’h he brevi a daoliou dourn hag a daoliou treid. Goudeze, enn aoun na vije tamallet ha lamet diganthan he zanvez, e redaz d’he diskuill d’ar gouarner oc’h hen alia da veza didruez ha dizamant ouz ar gristenez iaouank.
Galvet e oue eta Barba dirak Marsian hag hema a glaskaz da genta dre gaer ober d’ezhi adori doueou ar rouantelez. Mes, ar zantez a lavaraz ne anaveze nemed eunn Doue, ann hini en deuz krouet ann env hag ann douar. Displega a reaz ive guirioneziou ar feiz gant kement a nerz hag a furnez, ma chomaz ann holl souezet ouz he c’hlevet. Koulskoude ar gouarner a lakeaz he diviska hag he skourjeza beteg ar goad ; hag antronoz, evel ma kendalc’he d’ober fae var he c’hourdrouzou, e reaz adarre dispenn he c’horf gont kribinou houarn. Epad ma c’houzanve ar boan skrijuz-ze, Barba, he daoulagad savet varzu ann env, a rea ar beden-ma a vouez huel : « — Va Zalver, c’hui a lenn e gueled ar c’halounou, va hini, her gouzout a rit, ne glask ha ne gar nemedhoc’h ; ennhoc’h hebken ema va holl fizianz ; plijet ganehoc’h va zikour, ha ne lezit ket ho servicherez da veza trec’het. » Ne falgalounaz ket, eleal, ha Marsian, o velet ne c’helle ket dont abenn anezhi, he barnaz erfin da veza dibennet.
Dioskorr, ann tad kriz a ioa bet ato var al leac’h pa vezet o vourrevi he verc’h, en devoue c’hoaz ar galoun da c’houlen ma vije lezet he-unan da rei taol ar maro d’ezhi.
Barba a oue kaset var eur menez e meaz a gear. Raktal m’oa en em gavet eno, ec’h en em daolaz d’ann daoulin evit ober eunn diveza peden. Neuze ec’h astennaz he gouzouk, ha Dioskorr he dibennaz gant eunn taol kleze, d’ar bevar a viz kerzu.
Ann den digoustianz-ze ne zaleaz ket pell da veza skoet gant Doue. Edo c’hoaz o tisken divar ar menez, pa oue klevet eunn tars-kurun spountuz, heb na vije ann distera tamm arne, ha kerkent Dioskorr a guezaz maro-mik, hag he gorf, devet holl, a ieaz e poultren hag e ludu. Abalamour da ze e peder santez Barba evit beza