Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/826

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
818
5 a Gerzu
santez barba, guerc’hez ha merzerez

diouallet diouz ar gurun hag ann tan-guall. Goulen a rear ive diganthi ar c’hras da gaout ar zakramanchou araok mervel ; ha sikour a ra, e guirionez, ar re zo devot d’ezhi.

Er bloaz 1448, e kear Gorkum enn Holland, e tirollaz eunn tan-guall skrijuz. Eur c’hristen mad, Herri he hano, en em gavaz, a greiz he gousk, kelc’het gant ann tan heb gellout tec’het e neb tu, hag a ioa o vont da goll he vuez. Hogen, n’eo ket c’hoaz mervel eo a rea muia poan d’ezhan ; he vrasa enkrez oa mervel heb he zakramanchou. Neuze e teuaz sonj d’ezhan euz a zantez Barba, en devoa pedet aliez, ha kerkent houma, oc’h en em ziskuez enn he gichen, a vougaz ann tan enn dro d’ezhan gant he mantell, o lavaret d’he zervicher e leze Doue eunn devez all ganthan da veva evit ma c’helje kaout he zakramanchou. Ho reseo a reaz gant feiz hag anaoudegez vad ; hag antronoz e varvaz enn eur drugarekaat Doue hag ann itron santez Barba.


SONJIT ERVAD

Mervel a zo bepred eunn dra spountuz evit ann den. Skrijusoc’h tra eo koulsgoude beza skoet gant eur maro trumm, ann tan, ar gurun, pe eur gual darvout all bennag, heb kaout amzer d’en em unani gant Doue. Pedomp eta santez Barba d’hor miret diouz ann drouk-se, ha goulennomp aliez diganthi ar c’hras da gaout hor sakramanchou araok mervel. Ne zilezo nikun euz ar re a vezo bet devot d’ezhi. Ober a rafe kent eur burzud enn ho c’henver. Evelato buhanoc’h e roi ann dourn d’ann neb en devezo bet eveldhi eur feiz beo hag eur guir fizians e Doue.