Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/827

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
6 a Gerzu
819
sant nikolas, eskop



ar c’houec’hved devez a viz kerzu


SANT NIKOLAS, ESKOP
————



Nikolas a ioa ganet enn Azii-Izela, hag a oue ar frouez euz a bedennou hag euz a zaelou he dad hag he vamm ; rak ar re-ma a ioa dija var ann oad pa oue roet d’ezho gant Doue. Kerkent ha ma teuaz er bed, e oue remerket ennhan eunn dra hag a ioa eur merk anat euz he zantelez da zont. Dena a rea ken aliez hag ar vugale all nemed da verc’her ha da vener ; enn deiziou-ma avad ne zene nemed eur vech, dioc’h ann abardaez, hag epad ann nemorant euz he vuez e iunaz ato evelse da verc’her ha da vener.

Iaouank-flamm oa c’hoaz pa varvaz he dud gant ar vosenn, hag, o veza ma’z oa pennher, ne oa nemethan da herita d’ezho. Hogen, pinvidik braz oant, ha meur a hini e plas Nikolas a vije bet e riskl d’en em goll o kaout d’ann oad-se kement all a zanvez etre ho daouarn. Mes Nikolas a ioa dija distag he galoun dioc’h holl draou ann douar ; n’en doa ken ioul nemed da blijout da Zoue ha da zavetei he ene, ha n’en em zervichaz euz ar madou a ioa digouezet ganthan nemed evit prena ar baradoz dre he aluzennou.

E kear Pataar edo o chom. Hogen, er gear-ma ez oa eunn dijentil paour hag en doa teir merc’h enn oad da fortunia. Mes n’en doa ket a beadra d’ho argoulaoui, ha boued da rei d’ezho n’en doa mui ken nebeut. Neuze, tra heuzuz da zonjal ! e teuaz enn he spered ho lezel da ren eur vuez fall evit m’o devije da vihana eunn tamm bennag da lakaat etre ho dent.