Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/828

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
820
6 a Gerzu
sant nikolas, eskop


Nikolas, o veza klevet ann dra-ze, a gemeraz truez ouz ar merc’hed keiz, ha setu hen ha mont enn noz da deuler eur ialc’had arc’hant e ti ann dijentil : dre chans en doa kavet ar prenest digor.

Ann tad reuzeudik a resevaz ann arc’hant-se evel eunn tenzor digaset d’ezhan gant Providans Doue, ha raktal e timezaz he verc’h gosa. Nikolas a reaz ar memestra diou vech all, hag evelse merc’hed ann dijentil paour a c’hellaz ober ho zeir eur fortun honest ha deread.

Ar Zant, o veza bet beleget goudeze, a c’hoanteaz mont da bardouna da Jerusalem, ha setu hen ha pignat enn eul lestr evit ober he veach dre vor. Ann amzer a ioa kaer, ha ne oa ket ann distera koc’henn var ann oabl. Goulskoude Nikolas a lavaraz d’ar vartoloded e vije heb dale eur barr arne spountuz, ha c’hoarvezout a eure evel m’en doa lavaret. Enn eunn taol kount e oue klevet ann avel o sourral, hag ar mor dirollet a zave he darziou azioc’h al lestr evel meneziou dour. Ar vartoloded a gave d’ezho oa erruet dija ho heur diveza ; mes ar Zant en em lakeaz da bedi, ha kerkent e tavaz ann avel hag ar mor a deuaz adarre da veza ker sioul ha biskoaz. Abalamour d’ar mirakl-ma, ar vartoloded pe ar verdaidi o deuz kemeret sant Nikolas da batroun.

Pa oue distroet d’he vro, ar Zant a oue poulzet gant Doue da vont da gear Mir. Eskop ar gear-ma a ioa nevez maro, hag ann eskibien all divar dro a ioa nec’het o klask gouzout piou da lakaat enn he blas. Abarz ar fin eunn eal a lavaraz da unan anezho choaz evit eskop ar belek a deuje da genta d’ann iliz antronoz-vintin. Hogen, Nikolas a oue ar belek-se, ha setu aze penaoz e oue hanvet da eskop e kear Mir, petra bennag ne felle ket d’ezhan.

Mes, d’ar mare-ze, ar vrezel diskleriet d’ann hano a gristen gant ann daou impalaer Dioklesian ha Maksimian n’oa ket echu c’hoaz. Tud fidel Mir a oue great goall vuez d’ezho, hag ar Zant he-unan e oue taolet er prizoun ha kaset goudeze er meaz euz ar vro. Goulskoude distrei a c’hellaz d’he eskopti pa bignaz ann impalaer Konstantin var ann tron, ha neuze e poaniaz muioc’h eget