Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/890

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
882
31 a Gerzu
sant silvestr


Hogen, enn noz varlerc’h, e velaz dre he gousk daou zen koz, guenn ho bleo, hag ar re-ma a lavaraz d’ezhan, mar en doa c’hoant da veza pare, n’en doa ken da ober nemed gelver ar pab Silvestr da zont d’he gaout. Konstantin a zentaz ouz ann daou zen koz-se hag a reaz klask Silvestr var menez Sorakt. Ar pab, o veza erruet e Rom, a ziskouezaz d’ann impalaer patromiou ann ebestel sant Per ha sant Paol, ha Konstantin a anavezaz raktal ann daou zen koz en doa guelet dre he gousk. Raktal ive e c’houlennaz ar vadiziant, ha Silvestr her badezaz goude beza he gelennet epad eunn nebeut deveziou var guirioneziou ar feiz. Kerkent ann impalaer a oue pareet neat dioc’h al lorgnez.

Divar neuze ne espernaz netra evit lakaat he zujidi da zilezel eveldhan servich ann doueou faoz ha da heul ar relijion gristen. Rei a reaz urs da rapari pe da greski ann ilizou koz, ha sevel a eure ive eur maread re nevez. Ann diou vrudeta anezho a oue iliz Sant-Iann Latran hag iliz Sant-Per ha Sant-Paol e Rom : ar pab Silvestre a reaz he-unan ann dedi euz ar re-ma gant eur zolanite vraz.

D’ar mare-ze, ann Arianed a rea kalz freuz dre ar bed katholik. Sant Silvestr ha Konstantin en em glevaz da asambli eur c’honsil e Nisee evit dispenn labour ann heretiket-ze. Tri c’hant trivac’h eskop en em gavaz er c’hoñsil-ze, el leac’h ma oue koundaonet Arius, mestr ann Arianed. Ar pab a ioa re goz evit mont di he-unan, mes karget en doa eunn eskop euz a Spagn ha daou velek euz a Rom da zelc’her he blas.

Sant Silvestr a asamblaz c’hoaz eur c’honsil all e Rom, ha goude beza gouarnet ann Iliz gant eur furnez vraz epad tost da zaou vloaz var’nn ugent, e varvaz erfin leun a veritou d’ann unan ha tregont a viz kerzu euz ar bloaz 335. He gorf a oue enterret e guered Prisilla, ha divezatoc’h e oue savet eunn iliz enn he henor gant ar pab Simmak.


SONJIT ERVAD

Setu ama eur bloaz all tremenet evidhoc’h ; evelse, a vloaz da vloaz, ho puez holl a dremeno, hag erfin ec’h erruot enn heur ar maro. Penaoz oc’h euz-c’houi implijet hoc’h amzer epad ar bloaz a zo hirio oc’h echui ? Pe e servich Doue, pe e servich ar bed, oc’h euz-c’houi he implijet ? Marteze oc’h euz great muioc’h a zrouk eged a vad epad ar