Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/899

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
891
pedennou dioc’h ann noz


Induljansou Breuriez ar Galoun Zakr

Kaloun Jezuz oc’h euz ker braz karantez evidomp.
Grit d’eomp ho karet bemdez muioc’h-mui.
     Pater. Ave. Credo. Confiteor.

Pe e brezounek : Hon Tad. Me ho Salud, Mari. Me a gred, etc. Me a govez, etc.


En em erbedomp ouz Doue, ar Verc’hez hag ar Zent

Bennigit, o va Doue, ar pennad kousket ez an d’ober evit kaout nerz d’ho servicha. Guerc’hez santel, mam da Zoue, va Eal-Mad, va Zant paeron, pedit evidon, va diouallit enn noz-ma, a hed va buez hag enn heur euz va maro. Evelse bezet great.


Pedomp evit ar re veo hag ar re varo

Skuillit, va Doue, ho pennoz var va c’herent, va madoberourien, va mignouned ha va enebourien. Diouallit kement o deuz bet diganehoc’h galloud var ma c’horf pe va ene. Astennit ho tourn madelezuz d’ar beorien, d’ann dud klanv pe ankeniet ha d’ar re zo var ho zremenvan. Grit ive eur zell a druez ouz anaoun ar purkator. Plijet ganehoc’h ho diboania ha rei d’ezho sklerijen hag euruzdet ho paradoz da viken. Evelse bezet great.

De profundis. Litaniou ar Verc’hez. Ann Angelus (nemet lavaret e ve bet dija varlerc’h koan).
Evit Breuriez ar Feiz. Pater. Ave.
Sant Fransez Xavier.
Pedit evidomp.
Maria, Mater, etc. Pe Sub tuum, etc.