Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/734

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
726
27 a Here
sant magloar, eskop

all o tec’het evelse araok ann henoriou. Goulskoude nag a dud zo hirio hag a gav dezho n’euz netra enn tu all d’ho mirit, ha n’euz karg ebed ha ne c’hellfent ket tizout betek ennhi ! Gant piou ema ar virionez ? Gant ar Zent, a dra zur, ha ma karfe ann dud ourgouilluz diskenn ennho ho-unan hag evesaat peger berr eo ho spered ha pegen nebeut a dra int dre natur, ec’h anavezfent dioc’htu o deuz muioc’h a leac’h d’en em izelaat eget da glask en em zevel dreist ar re all.




ar seizved var ’nn ugent a viz here


SANT MAGLOAR, ESKOP


————


Ar zant-ma, ganet e Bro-Zaoz, a ioa kenderv gompez da zant Samson. Ho daou e ouent lakeat abred er skol gant sant Ildut ; mes, pa oue echu he studi ganthan, Magloar a zistroaz d’ar gear, ha Samson, er c’hountrol, a ieaz dioc’htu da vanac’h.

A benn eunn nebeut bloaveziou goude, Samson, dija belek, a oue galvet da vont var dro he dad a ioa kouezet goall glanv. Neuze Magloar, gounezet dre gomzou he genderv, a reaz ive he zonj da guitaat ar bed eveldhan, ha raklal ec’h heuliaz anezhan enn he gouent.

Samson, o veza bet sakret eskop divezatoc’h, a roaz ann Urs a avieler da Vagloar hag her c’hargaz da brezeg. Mes, etre daou, eunn eal a lavaraz d'ann eskop nevez treuzi ar mor evit dont da Vreiz. Samson a zentaz var ann heur ouz ar vouez-se euz ann env, hag a zigasaz ganthan he genderv.

Diskenn a rejont var douar Breiz e kichen kear Dol hag abarz nemeur Samson a oue choazet evit kenta eskop ar gear-ma. Magloar her sikouraz da c’houarn he eskopti, ha dreist holl, da gelenn var guirioneziou ar feiz ann dud a ioa o chom ennhan.

Ann dud-se a ioa c’hoaz paianed, lod anezho ; lod all a ioa badezet, mes n’o doa nemed ann hano a gristen, hag ho buez a ioa paian. Samson a labouraz betek he huanad diveza d’ho gounit holl da Zoue, ha ne c’houfe