eunn tarz kurun evithan, ha ne felle ket d’ezhan, a briz ebed, kemeret eur garg ken huel. Mes senti a renkaz abarz ar fin, hag eur vech azezet var gador sant Per, ne espernaz nag he boan nag he amzer evit pourvei da holl ezommou ann dud fidel.
D’ar mare-ze, n’e oa ket c’hoaz a ilizou, hag ar gristenien en em asamble, evit ann oferenn hag ann offisou all, e ti unan anezho, enn eur gambr pe eur zal bennag hag a zerviche da orator. Sant Evarist a stagaz eur belek ouz peb hini euz ann oratoriou-ma evit kelenn tud fidel ar c’harter, ha maga ho eneou dre ar zakramanchou, hag ar veleien-ze a deuaz da veza evelse ar bersouned kenta euz a Rom.
Ar pab santel a brezege he-unan heb ehana ; rak d’ann ampoent ez oa, heb kounta ar baianed, eur maread heretiked oc’h ober brezel d’ar relijion gatholik. Mes Evarist a veze ato var ar barr o verka ar zoun d’ar re all evit difenn ar virionez.
Evit rei muioc’h a zolanite da zarmouniou ann eskibien, ec’h ordrenaz ma vije seiz avieler enn dro d’ezho epad ma vijent er gador. Ordren a reaz ive ma vije great ann eureujou dirak ann holl, evel m’o doa dija lavaret ann Ebestel enn he raok, ha ma vijent benniget gant eur belek.
Evarist a veve enn amzer ann impalaer Trajan, unan euz ar guella prinsed o deuz bet ar baianed guech all. Mes beleien ha servicherien ann doueou faoz a gountaz d’ann impalaer-ze kement a c’hevier hag a draou heuzuz divar benn ar gristenien ma lakejont anezhan da gemeret kaz outho. Goude eta beza gouarnet ann Iliz epad nao bloaz ha tri miz, Evarist a oue kroget ennhan, ha goudeze e oue karget a jadennou, taolet er prizoun hag erfin koundaonet d’ar maro. Ne c’houezer ket dre be seurt merzerenti ec’h echuaz he vuez ; mes he varo euruz a erruaz er bloaz 117.
Ar zant-ma ne falveze ket d’ezhan, a briz ebed, beza pab ; ne grede ket e vije din euz a eur garg ken huel. Guelet on euz c’hoaz kalz sent