Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/784

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
776
18 a viz Du
dedi ilizou sant per ha sant paol



ann trivac’hved devez a viz du


DEDI ILIZ SANT PER HAG ILIZ SANT PAOL E ROM
————


Ann dud fidel o deuz bet ato ar brasa respet evit ar plasou el leac’h ma veze enterret korfou ar Zent, pe el leac’h ma veze eul lodenn bennag euz a relegou ar Verzerien. Mes, etouez ar plasou-ze, bez sant Per eo ann hini ma’z euz bet hed ar vech ar muia devosion evithan. Raktal goude maro ann Abostol, ar gristenien a zirede di euz a gement korn a ioa er bed evit henori ar Mean m’en devoa hor Zalver diazezet he Iliz varnhan, ha goulenn sikour digant ann hini m’en doa Jezuz-Krist roet d’ezhan alc’houeziou ar Baradoz.

Sant Per a ioa bet enterret var menez ar Vatikan, el leac’h m’en doa gouzanvet ar verzerenti. Ar menez-se a ioa d’ann ampoent er meaz euz a gear, ha prest goude, ar pab sant Anaklet a reaz sevel eno eunn orator pe eur chapelik. Mes ann impalaer Konstantin, o veza digoret he zaoulagad da sklerijenn ar feiz ha resevet he-unan ar vadiziant, a falvezaz d’ezhan sevel eunn iliz gaer e plas ar chapelik-ma.

Eunn devez eta ez eaz da venez ar Vatikan, ha pa oue erruet, e lamaz he gurunenn divar he benn, hag ec’h en em strinkaz d’ann daoulin enn eur skuill eur mor a zaelou. Goudeze e kemeraz eur bal hag eur varr, hag e tennaz ac’hano daouzek boutekad pe banerad douar e memor euz ann daouzek abostol, evit diskouez e pe leac’h en doa c’hoant e vije savet ann iliz nevez. Staget e oue dioc’htu d’al labour, ha pa oue echu ann iliz, sant Silvestr a reaz ann dedi anezhi d’ann trivac’h a viz du evel m’en doa great d’ann nao ann dedi euz a iliz hor Zalver. Ar pab a gonzakras ive ann aoter vean a ioa bet lakeat enn iliz-ma dre he urs, hag er memes amzer e tifennaz lavaret ann offerenn hiviziken var eunn aoter goat.