Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/783

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
17 a viz Du
775
sant gregor, taumaturj, eskop

var ribl ar ster enn eur zifenn ouz houma, euz a berz Doue, en em astenn mui var ann douarou divar dro. Ar ster a zentaz, hag hiviziken ann dud divar ar meaz ne oue mui goloet ho douarou gant ann dour beuz.

Ar brud euz ar miraklou-ze a rea da eur maread tud dont da gaout ar Zant evit klask ar iec’hed, pe evit reseo diganthan eun ali mad bennag, pe erfin evit he bedi da lakaat ar peoc’h entrezho. Euz ann niver-ma e oue daou vreur ha ne c’hellent ket en em glevet divar benn eul lenn o doa bet enn heritach digant ho zud. Peb hini anezho a lavare e renke al lenn-ze beza d’ezhan. Dija oant prest d’en em ganna paz eaz Gregor da dremen ann noz var bord al lenn. A benn ar mintin, houma a ioa dizec’het-holl ; ne jome mui eur banne dour ennhi, hag o velet ar burzud-se ann daou vreur en em unanaz var ann heur.

Enn he glenved diveza, ar zant-ma a c’houlennaz ped paian a ioa c’hoaz e Neosezaree. « — Seitek, » a respountaz unan bennag. « — Doue ra vezo meulet ! eme C’hregor neuze ; ne oa just nemed seitek kristen pa ouenn hanvet da eskop. » Var gement-se e pedaz ann Aotrou Doue da skleraat sperejou ar seitek paian a jome c’hoaz, ha goudeze e varvaz e peoc’h er bloaz 270, oajet a zek vloaz ha tri-ugent.


SONJIT ERVAD

Neosezaree a ioa eur gear vraz, ha goulskoude sant Gregor a c’hounezaz d’ar feiz, epad ma oue eskop, holl baianed ar gear-ze nemed seitek. Pebez joa ha pebez fizians ne dle ket da gaout enn heur ar maro eur mestr hag en deuz evelse gounezet da Zoue ann holl eneou a ioa enn he garg ! Pebez joa ha pebez fizians ne dle ket da gaout ive var ho zremenvan eunn tad hag eur vamm hag o deuz kelennet ato ho bugale hag ho zervicherien hervez Doue, ha great d’ezho heul bepred hent ar zilvidigez pe ho digaset adarre var ann hent-se mar d-int bet avechou faziet divarnhan !