Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/728

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
720
24 a Here
sant raphael, arc’heal

deze he goumpagnoun hag hen a boazaz ar pesk, hag ar pez ne c’helljont ket da zibri dioc’htu a oue sallet gantho da zibri enn hent.

Enn eur zigouezout enn eur gear, ann eal a lavaraz da Dobias : « — Ama ez euz eunn den, he hano Ragel, hag a zo kar d’ehoc’h. Ann den-ze en deuz eur verc’h, hanvet Sara ; goulennit houma da bried hag o pezo anezhi, ha goude ann eured tremenit ganthi ann tri devez kenta o pedi Doue. »

Var gement-se ez ejont ho daou da di Ragel, hag hema ho digemeraz gant joa p’en devoue Tobias en em roet da anaout. « — Va bennoz d’ehoc’h, va mab, emezhan ; ho tad eo guella den a zo var ann douar. » Raktal e reaz pourchas koan d’ann daou veachour ; mes Tobias a lavaraz : « — Evidon-me ne zebrinn na ne evinn ken n’o pezo selaouet va fedenn : me c’houlenn diganehoc’h ho merc’h Sara da bried. » Kerkent ann eal a lavaraz ive : « — N’oc’h euz ket da varc’hata ; rak Tobias a zo eunn den a zoujans Doue. » Neuze Ragel a asantaz dioc’htu, hag o veza great da Dobias ha da Zara rei ho dorn ann eil d’egile, e vennigaz anezho a vouez huel. Goudeze ec’h en em lakejont holl ouz taol da goania. Tobias ha Sara a dremenaz ann tri devez kenta euz ho eured o pedi Doue, hag ann eal, evit ober plijadur da Dobias, a ieaz he-unan da Rajes da gerc’hat ar guchenn arc’hant m’oant deuet da glask.

Goulskoude Tobias en doa mall da zistrei d’ar gear abalamour d’he dad ha d’he vamm ; rak ar re-ma a ioa dija koz. O veza bet eta argoulou Sara digant Ragel, ec’h en em lakeaz adarre enn hent asambles gant he bried hag ann eal. Hogen, he dad a ioa dall eunn tachad a ioa ; mes ann eal a lavaraz d’ezhan : « — Pa viot erruet er gear, frottit daoulagad ho tad gant vestl ar pesk oc’h euz lazet enn eur zont, ha raktal ho tad a velo adarre ker sklear ha biskoaz. »

Tobias, en eur erruout er gear, a reaz ar pez a ioa bet lavaret d’ezhan gant he goumpagnoun, ha ker buhan e oue pare he dad. Neuze, ema hag hen en em glevaz da rei eur rekoumpans kaer d’ann eal, a gemerent ato evit