Eur maread zoken a oue savet dre he urs, ken e Rom, ken e Konstantinopl hag e meur a gear all.
Konstantin en devoa eur palez e Rom, hag a ioa hanvet palez Latran. Ar palez-se a roaz d’ar Pab sant Silvestr, hag enn he gichen e reaz sevel eunn iliz gaer enn henor d’hor Zalver. Hogen, ann iliz-ma eo ar genta a oue great ann dedi anezhi gant solanite, hag hirio e reer ar memor euz ann dedi-ze.
Konsakret e oue gant sant Silvestr he-unan, hag a-c’houdevez ar pabed o deuz he c’hemeret ato evit ho iliz kathedral. Bez’e deuz eta ar renk huela etouez holl ilizou ar bed katholik, ha dougen a ra bepred ar c’homzou-ma, skrivet var he zal : Me eo Mamm ha Mestrez ann holl ilizou a zo var ann douar, ken e Rom, ken er meaz euz a Rom.
Sant Silvestr a lakeaz ennhi ann aoter goat a gountet e devoa servichet guech all da zant Per da lavaret he offerenn. Mes er memes amzer e tiskleriaz ne c’hellje nemed ar pabed offerenna ouz ann aoter-ze. Rak prest goude, pa gonzakraz iliz sant Per, ec’h ordrenaz ne vije lavaret ann offerenn hiviziken nemed ouz eunn aoter vean.
Sant Iann Vadezour en doa ive eur chapel enn iliz Latran, chapel ar Mean-Fount, hag abalamour da ze, petra bennag m’oa bet savet ann iliz-ma enn henor d’hor Zalver, e oue hanvet gant ann amzer hag e vez hanvet c’hoaz peurvuia iliz Sant-Iann-Latran.
Iliz Latran a zo bet ret he rapari meur a vech hag he zevel a nevez zoken. Er bloaz 1726, e oue konsakret adarre gant ar pab Beneat XIII, d’ann 28 a viz ebrel.
Ann iliz eo ti ann Aotrou Doue ; n’e ket souez eta e ve great ann dedi euz ann ilizou gant kement a zolanite, hag e ve great c’hoaz bep bloaz ar memor euz ann dedi-ze. Ti ann Aotrou Doue a zo eunn ti sakr ; rak-se gant pebez doujans ne dleomp-ni ket mont ennhan, pebez respet ne dleomp-ni da gaout evithan ! Doue a lavaraz guech all da Voizes tenna he voutou araok tostaat ouz ar vodenn el leac’h m’en em ziskoueze d’ezhan. Ha ni, pa’z eomp d’ann iliz, ma n’e ket red d’eomp diviska hor boutou, da vihana kemeromp dour benniget gant devosion, hag en em daolomp goudeze d’ann daoulin gant humilite ; rak emaomp eno e guirionez e ti ann Hini a zalc’h ar bed holl var bal he zorn, e ti Roue ar rouaned ha Mestr ann holl vistri euz ann douar.