Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/731

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
25 a Here
723
sant gouenou, eskop

C’houenou enn eur c’houlenn pardoun, hag ar Zant a roaz d’ezhi he vennoz.

Pa oue echu ar gouent, Gouenou a ieaz di da jom gant ann dud iaouank o doa kemeret anezhan da vestr, ha goudeze e poaniaz heb ehana, ken dre he gomzou, ken dre he oberiou, da hencha ann dud iaouank-ma da erruout enn huela pazenn euz ar zantelez. Diouall a rea dreist peb tra na vije gellet biken diskredi varnho netra kountrol d’ar burete, hag abalamour da ze e tifennaz ouz ar merc’hed lakaat ho zreid er c’hloz el leac’h m’edo ar gouent : d’ann iliz hebken o doa kounje da vont.

Etre daou e varvaz sant Hoardon, eskop Leon, ha sant Gouenou a oue choazet evit delc’her he blas. Ebarz er garg-se e oue adarre eur skouer euz ann holl vertuziou a dle eunn eskop da gaout. Aketuz oa da gelenn he bobl ha d’he vizita, ha ne esperne nag he boan nag he amzer evit pourvei da holl ezommou ann eneou a ioa fiziet ennhan.

Pevar bloaz var’nn ugent a ioa ma c’houarne he eskopti gant eur furnez vraz pa c’hoanteaz mont da Gemperle da velet sant Korbazius. Ar zant-ma a ioa neuze o sevel eur gouent nevez, ha Gouenou, o veza sellet piz ouz labour ar vansounerien, ne oue ket evit miret da lavaret n’oa ket ker brao ar gouent-se hag ann hini a ioa bet savet evithan e kichen Brest. Ar mestr mansouner a glevaz ann dra-ze, ha raktal e kemeraz kement a voarizi ouz ar Zant ma lezaz he vorzol da goueza varnhan.

Ar morzol a zankaz e penn Gouenou betek he empenn, ha prest goude e varvaz leun a veritou, d’ar 25 a viz here euz ar bloaz 675. He gorf a oue enterret e Kemperle ; mes divezatoc’h e oue digaset da Leon. — El leac’h m’edo guech all he ermitach, eul leo hanter dioc’h Brest, ez euz brema eur bourg hag eunn iliz koant hag a zoug he hano, hag enn iliz-ma e virer c’hoaz hirio unan euz he vizied enn eur voest arc’hant.


SONJIT ERVAD

Na divar benn pegen nebeut a dra e krog ar voarizi er galoun, ha peger braz torfejou ne laka ket ann den da ober dre eunn taol buhane-