Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/758

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
750
7 a viz Du
sant tremeur, merzer

vech oa bet boaz da iun ha da dremen eunn darn vraz euz ann noz o pedi hag o vedita ; mes divar neuze e kreskaz c’hoaz he bedennou hag he binijennou, hag eur skrij eo klevet peger rust oa e kenver he gorf.

Epad tri bloaz dioc’htu e chomaz evelse kuzet ouz ar bed. Mes goudeze e savaz c’hoant ganthan da velet adarre lod euz he ziskibien, ha setu hen ha treuzi ar mor evit dont da Vreiz-Izel. Diskenn a eure enn douar e kear Dol, hag eno e varvaz leun a veritou, d’ann oad a gant vloaz pe var dro.


SONJIT ERVAD

Ann dud difeiz a damall aliez d’hor mamm zantel ann Iliz n’e deuz ket a c’hoant e ve skoliet ar vugale hag ann dud iaouank. Ar c'hountrol eo a zo guir hag a zo bet guir a bep amzer, evel a ziskouez sklear buez sant Ildut. Ar pabed, ann eskibien, ar veleien hag ar venac’h a zo bet ato gant ar re genta o sevel skoliou ha skolachou e kement korn zo er bed kristen. Mes ato ive avad eo bet falvezet d’ezho e vije desket guirioneziou ar relijion er skoliou hag er skolachou-ze araok ann holl skianchou all, ha setu ar pez a laka ann dud difeiz da egari. Ar re-ma ne glaskont nemed teuler ar relijion er meaz euz ar skoliou hag euz ar skolachou, hag abalamour da ze e kountont hag e skrivont a bep seurt gevier divar benn ann Iliz e kenver ar poent-ma.




ar seizved devez a viz du


SANT TREMEUR, MERZER
————



Guerok pe Werek, kount a Vened ha mab da Hoel Kenta, roue Breiz, ha da zantez Pompee, en doa eur verc’h, he hano Trifina, hag a ioa bet kelennet mad gant sant Jildas var guirioneziou ar relijion. Ar brinsez iaouank a ioa deuet evelse da veza eur skouer a furnez hag a vertuz, hag he zad a ioa foug ennhan o sonjal e raje eur fortun gaer.

Heb dale e oue goulennet da bried gant Komor, eur c’hount all euz ar vro. Mes hema a ioa eur goall den hag eunn den fall. Dimezet oa bet dija meur a vech,