Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/778

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
770
15 a viz Du
santez jertrud, guerc’hez

he c’haloun a ioa evel teuzet e kaloun Jezuz, hag aliez e veze douget a speret betek ann env var diouaskell ar garantez.

Ar zantez-ma a skrivaz meur a levr evit maga ann devosion etouez ann dud fidel, ha deski d’ezho ar guir feson d’en em zantifia. Ne esperne netra ken nebeut, euz a gement a ioa enn he galloud, evit lakaat ar bec’herien da jench buez, ha bez’e devoue ann eur da c’hounit eur maread anezho da Zoue, ken dre he daelou, ken dre he c’homzou hag he liziri. Erfin, kement a druez e doa ouz eneou ar purkator ma rea bemdez eunn dra bennag evit ho zikour da baea ho dle, hag hasta ar mare ma c’helljent mont da velet Doue d’ar baradoz.

Tost da zaou-ugent vloaz a ioa abaoue m’oa bet hanvet Jertrud da zuperiorez pa oue skoet gant eur c’hlenved hag a badaz pemp miz. Hogen, o veza m’e devoa beac’h o parlant, al leanezed a roe d’ezhi avechou ar c’hountrol euz ar pez e deveze ezomm. Mes hi n’en em glemme morse euz ann dra-ze, ha rei a eure da anaout dre zin oa beuzet he c’haloun enn eur mor a joa e kreiz he foan.

Enn deiz ma varvaz e velaz hor Zalver o tiskenn euz ann env asambles gant ar Verc’hez Vari ha sant Iann Avieler, ha kerkent ha ma oue tremenet, eul leanez a remerkaz he ene o vont var ehun da gaout kaloun Jezuz. He maro euruz a erruaz er bloaz 1334.


SONJIT ERVAD

Ar zantez-ma en em voestlaz holl da Zoue azalek ann oad a bemp bloaz. Dever ar vugale eo, pa deu skiant d’ezho, adori Doue, da lavaret eo, he anaout evit ho c’hrouer hag ho mestr ; da lavaret eo c’hoaz, kredi ennhan, esperout ennhan hag he garet euz a greiz ho c’haloun. Mes penaoz e raint-hi ann dra-ze ma ne glevont hano ebed euz a Zoue ? Ann tadou hag ar mammou a dle eta komz euz a Zoue d’ho bugale kerkent ha m’o deuz eunn tammik skiant, deski d’ezho petra eo hag evit petra en deuz ho c’hrouet, hag ho boaza abred d’he zouja, d’he bedi, d’en em ginnig holl d’ezhan ha d’he drugarekaat evit he c’hrasou.