« Tharsilla a ioa marvet araok gouel Nedelek. Hogen, goude ar gouel, ec’h en em ziskouezaz enn noz d’he c’hoar Emiliana, hag e lavaraz d’ezhi : « — Deuz, ma selebrimp asambles gouel ar Rouanez p’e guir em euz selebret hebdoud gouel Nedelek. » Mes Emiliana a ioa nec’het gant he c’hoar all, hag a respountaz : « — Mar d-ann ganez, piou a gemero soursi euz hor c’hoar Gordiana ? » « — Siouaz ! eme Dharsilla gant eur vouez glac’haruz, hor c’hoar Gordiana a zo guell ganthi chom etouez tud ar bed ; deuz eta ha lez anezhi. »
« Emiliana a glanvaz antronoz hag a varvaz da zeiz gouel ar Rouanez. Neuze Gordiana, oc’h en em velet he-unan, a deuaz da laoskaat muioc’h-mui e servich Doue, hag abarz ar fin ec’h ankounac’heaz ar veu e devoa great hag e timezaz d’he merour. »
« Setu aze, eme zant Gregor, teir c’hoar hag a voestlaz ho guerc’hded da Jezuz-Krist er memes devez. Diou anezho a gendalc’haz ato da garet Doue euz a greiz ho c’haloun ; mes ann drede a zigoraz he hini da garantez ar bed hag a ieaz erfin a enep he ger. Arabad eo eta da zen kounta var he berz he-unan, n’euz fors peger vertuzuz e ve ; mes red e d’eomp beza bepred var evez gant aoun na zigouezfe ganeomp koll enn eunn taol ann holl mirit euz hor buez tremenet. »