Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/898

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
890
pedennou dioc’h ann noz
PEDENNOU ALL TENNET EUZ ANN DEVEZ KRISTEN
————
DIOC’H ANN NOZ


Enn hano ann Tad, hag ar Mab, hag ar Spered Santel. Evelse bezet great.


En em lakeomp a spered dirak Doue evit He adori


Me hoc’h ador, o va Doue, gant guir doujanz rak ma ’z oc’h braz ha gallouduz meurbed. Kredi a ran hoc’h holl gomsou, rak c’hui eo ar virionez a viskoaz da virviken. Fizianz am euz ennoc’h, abalamour d’ho madelez ; rak-se ive ho karan a greiz va c’haloun hag e karan va nesa eveldon va unan, evit plijout d’ehoc’h. Evelse bezet great.


Trugarekaomp Doue euz he c’hrasou

Penaoz ho trugarekaat, o va Doue, evit ann holl vad oc’h euz great d’inn ? A viskoaz oc’h euz bet sonj ac’hanon, va c’hrouet oc’h euz ha va frenet gant ho koad sakr, ha bemdez c’hoaz e skuillit varnon n’ouzon pegement a c’hrasou. Penaoz e c’hellinn-me diskuez dehoc’h aoualc’h a anaoudegez vad evit hoc’h holl vadelezou ? Sperejou euruz euz ann env, unanit ho mouez gant va hini da lavaret mil bennoz d’eunn Doue trugarezuz ne baouez d’ober vad d’ann disterra euz he grouadurien. Evelse bezet great.


Goulennomp ar c’hras da anaout hor pec’hejou

Spered-Santel, spered a sklerijen, diskuezit d’inn stad va ene, grit d’inn koumpren peger braz drouk eo ar pec’hed ha kemeret outan ar gasouni oc’h euz hoc’h-unan ouz ann enebour-ze, evit ma tiouallinn, gant ho kras, da gueza ennhan mui biken. Evelse bezet great.


Chomomp eunn nebeut da glask ar pec’hejou or be great hirio dre zonjou komsou pe oberou. (Goude ann enklask-ze):

Mez ha glac’har am euz da veza offanset eunn Doue ker mad ha ken din a garantez. Daoust hag evelse oa d’inn diskuez va anaoude-gez-vad d’ar Zalver a zo maro er groaz evidon ? Pardoun, va Doue, pardoun, da veza bet ken disleal ha ken digaloun. Roit d’inn, dre ho madelez, ar c’hras d’ober azaleg vrema hag a hed va buez eur guir binijen.


Greomp eur propos ferm da zioual ouz ar pec’hed

Na me a garje, o va Doue, n’am bije biskoaz hoc’h offanset ! Mes, pa ’z oun bet diskiant aoualc’h evit ober dismegans d’ehoc’h, me a ziskuezo va glac’har o ren eur vuez dishenvel diouz ann hini am euz great aziagent. Ia, me a dec’ho hiviziken dioc’h ar pec’hed ha dioc’h kement am dougfe da bec’hi ; ha ma roit d’inn ar grasou a c’houlennan hag a c’hedan digant ho madelez, me ho servicho a greiz kaloun heb damanti da boan ebet. Evelse bezet great.