Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/897

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
889
pedennou dioc’h ar mintin
Gourc’hemennou Doue

1. Eunn Doue hebken a adori
     Ha dreist peb tra oll a giri.
2. Doue enn ven na doui ket,
     Na netra all demeuz ar bed.
3. Ar zuliou zantel a viri
     Evit Doue ma servichi.
4. Da dad, da vamm a henori,
     Evit pell amzer ma vevi.
5. Muntrer ne vi e nep feson,
     Nag a effet, nag a galon.
6. Diouall ouz al lubrisite
     Nag a gorf, nag a ene.
7. Dommach ebed da zen na ri,
     Mar ac’h euz gret, hast rapari.
8. Gevier na nep fals testeni
     Mir birviken na liviri.
9. Ne c’hoanta dre luksur pec’hi,
     Nag en sonj vil n’en em bliji
10. Madou re all ne zezir ket
     D’ho c’hemeret heb lealded.

Gourc’hemennou ann Iliz

1. Kleo devotamant penn da-benn,
     Bep sul, bep goel, ann offerenn.
2. Santifia ri ar goeliou,
     Var ho hed, evel ar zuliou.
3. Kovez da bec’hejou, heb mez,
     Da vihana bep bla eur vech.
4. Korf da Zalver a resevi,
     Enn amzer bask heb differi.
5. Iun a ri ann daouzek deiou,
     Ar c’horaiz hag ar vijilou.
6.Da voener kig na zebri ket,
     Nag ivez d’ar zadorn nepred.

Litaniou Jezuz, pe Litaniou ar Verc’hez.

Evit gounit ann Induljansou

Akt a fe

Me a gred ferm, o va Doue,
Ann holl artiklou euz ar fe,
Rak c’houi en deuz ho revelet
Hag a zo guirion pa gomzet,
Hag ann Iliz a bropoz d’inn
Ann artiklou ze da gredin.


Akt a esperans

Va Doue, va holl esperatas,
Ennhoc’h eman va holl fians,
Abalamour ma oc’h bepred
Fidel d’ho ker, mad em andret.


Akt a garante

Doue leun a berfeksion,
Me o kar a greiz va c’halon,
Abalamour ma veritet
Dreist peb tra holl bea karet ;
Va nesa a garan ive
Abalamour d’ehoc’h, va Doue.

Angelus, De Profundis, etc.

Pedennik araok ar Pred


Benedicite. — Dominus. — Nos et ea quæ sumus sumpturi benedicat dextera Christi. In nomine Patris, et Filii, et Spiritus-Sancti. Amen.

Pedennik goude ar Pred


Agimus tibi, gratias, omnipotens Deus, pro universis beneficiis tuis, qui vivis et regnas in sæcula sæculorum. Amen.
Benedicamus Domino. — Deo gratias.
Fidelium animæ per misericordiam Dei requiescant in pace. Amen.

Pedenn d’ann Eal-Mad


Angele Dei, qui custos es mei, me tibi commissum pietate superna hodie illumina, custodi, rege et guberna. Amen.


E brezounek :

Eal Doue, pa ’z oc’h d’inn gardian bet karget gant madelez Doue d’am c’has d’ann euruzdet, sklerait va spered, diouallit va c’haloun, ha kendalc’hit bepred da gaout soursi ac’hanon. Evelse bezet great.