Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/845

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
13 a Gerzu
837
santez lusia, guerc’hez ha merzerez

iaouank euz a gear. Unan anezho a oue kavet dioc’h he doare gant he mamm, hag houma a lavaraz d’ezhan en devije he merc’h. Hogen, ann den iaouank-se a ioa paian, ha Lusia e devoa dija great he zonj da jom bepred guerc’hez.

Ar Zantez a oue nec’het eta pa glevaz petra e doa great he mamm, ha ne espernaz netra evit obten diganthi ma vije appellet ann eured. Lavaret a rea d’ezhi : « — Me zo re iaouank c’hoaz da fortunia, hag ouspenn, re a boan am befe o kuitaat ac’hanhoc’h. » Dalc’h-mad ive e pede ann Aotrou Doue da viret na’z aje ann dimezi-ze da benn, ha Doue a zelaouaz erfin he fedenn. He mamm a gouezaz klanv hag he c’hlenved a badaz pevar bloaz : setu epad ar pevar bloaz-ma ne oue mui hano euz a eured Lusia.

D’ann ampoent, ne oa ken brud er Sisiil nemed euz ar miraklou a c’hoarveze e Kataan var bez santez Agatha. Eunn devez, Lusia a ginnigaz d’he mamm mont di da bardouna, ha prest goude, setu hi enn hent ho diou. Kerkent ha ma errujont, ec’h en em lakejont da bedi euz a greiz ho c’haloun. Mes Lusia a ioa skuiz, hag a oue gounezet gant ar c’hoant kousket. Hogen, santez Agatha en em ziskouezaz d’ezhi dre he c’housk, hag a gomzaz outhi evelhenn. « — Va c’hoar Lusia, perak goulenn diganen-me ar pez a c’hellit da obten hoc’h-unan evit ho mam ? Ho feiz e deuz meritet d’ezhi ar iec’hed, hag evel Jezuz-Krist en deuz great d’inn-me ar c’hras da veza gloar Kataan dre va merzerenti, evelse c’houi a vezo ive heb dale gloar Sirakuz dre hoc’h hini. »

Enn eur zihuna, Lusia a velaz oa pare he mamm, ha raktal ec’h en em daolaz etre he divreac’h enn eur drugarekaat Doue. Goudeze e lavaraz d’ezhi : « — Va mamm, p’e guir en deuz great Doue eur mirakl ker kaer enn ho kenver, rannit brema etre ar beorien ann arc’hant a dliac’h da rei d’inn enn argoulou ; rak evidon-me ne fell d’inn kaout ken pried nemed Jezuz-Krist. » He mamm a asantaz ganthi, ha var gement-se e tistrojont da Zirakuz.

Neuze ann den iaouank a gounte var Lusia a ieaz ke-