Eur vech eskop, Korantin a labouraz heb ehana evit silvidigez ann eneou a ioa lakeat enn he garg. D’ar mare-ze, ez oa c’hoaz kalz paianed er vro-ma ; mes, dre he viraklou, ar Zant a c’hounezaz eur maread anezho d’ar feiz kristen. Ne esperne netra ken nebeut evit kreski devosion ann dud fidel. Mont a reaz he-unan da ober tro he eskopti evit anaout guelloc’h a ze ezommou ar bobl, ha lamet ar giziou fall euz he douez. Ato e veze var evez evit diarbenn ann dizursiou e peb leac’h, ha poania a rea dreist peb tra da rei eunn deskadurez vad d’ar glouer iaouank evit gellout kaout beleien santel da gas d’ar parreziou.
Erfin, Doue her galvaz davethan e tro ar bloaz 460, ha goude he varo tud a iliz ha tud fidel Kerne a joazaz anezhan evit ho fatroun.
Oh ! na braz eo madelez Doue enn hor c’henver ! N’e ket aoualc’h d’ezhan lakaat he elez d’hon diaoull ; plijout a ra ganthan c’hoaz rei d’eomp ar Zent evit patrouned hag alvokaded. Ar patrouned-ma a veill bepred varnomp. Ped guech n’int ket bet guelet o tifenn ar boblou pe ann dud a ioa en em lakeat dindan ho goard ! Ped guech ne reont-hi ket ar memes tra heb beza guelet ! Nag a leac’h n’on euz-ni ket eta da ziskouez d’ezho hon anaoudegez vad enn eur zelebri ho gouel gant devosion ! Mes poaniomp dreist peb tra da gerzet var ho roudou ; hounnez eo c’hoaz ar guella feson d’ho henori.
r zantez-ma a ioa ganet e kear Sirakuz er Sisiil, a dud
pinvidik hag a lignez huel. Ne oa nemed pevar bloaz
pa varvaz he zad ; mes savet e oue e doujans Doue gant
he mamm, ha dre ma kreske enn oad, he furnez hag he
devosion a greske ive.
O veza ma'z oa pennherez ha m’e devoa eur gened dispar, Lusia a oue goulennet da bried gant meur a zen