holl oberiou a zevosion ma’z oa treac’h var ar poent-ma d’ar re zoken a ioa kosoc’h evithan. Daou dad euz a Goumpagnunez Jezuz a zeskaz d’ezhan ar philosophi hag ann theoloji, ha goudeze e kemeraz sae ar venac’h euz a Urs sant Bazil enn eur gouent euz a gear Vilna.
Hogen, eunn eston eo klevet hano euz ar binijenn a rea eno. Ne zebre morse a gig, ha ne eve guin nemed pa veze ordrenet krenn d’ezhan gant he zuperiored. Enn dro d’he gorf e touge bepred eur porpant reun hag eur c’houriz houam, hag er c’houriz-ma ez oa dioc’h ann diabarz tachouigou lemm hag a zanke ennhan betek ar beo. Enn noz e tremene meur a heur dioc’htu o vedita enn he doullik-kambr pe er vered a ioa e kichen. D’ar vered-ma ez ea aliez var he dreid noaz, n’euz fors peger ien e veze ann amzer, ha neuze ec’h en em daole d’ann daoulin var eur mean bennag pe var ann erc’h skorniet, hag e veze klevet o krial ouz Doue a dreuz he zaelou : « — Va Doue, lakit fin d’ar chism ha roit ar peoc’h d’ann Iliz! »
Er c’hostez-se euz ar Pologn ez oa d’ann ampoent eur maread chismatiked, da lavaret eo, eur maread tud ha ne felle ket d’ezho anaout ar pab evit vikel Jezuz-Krist var ann douar. Ann dra-ze a rea eur boan vraz da Josaphat ; rak ar pez a remerket ennhan c’hoaz dreist he vertuziou all oa he garantez evit ann Iliz hag evit ar pab. Ne esperne eta netra evit digeri ho daoulagad d’ar chismatiked, hag araok ma oue beleget zoken en devoue ann eur da c’hounit meur a hini anezho d’ar guir feiz ken dre he gomzou, ken dre he bedennou, ken dre he vadoberiou.
Eur vech belek, e labouraz gant muioc’h a aked c’hoaz da skleraat ho sperejou. Prezeg a rea enn iliz, var ar ruiou, enn hostaliriou ha var ar plasennou, hag he brezegennou a zouge kement a frouez ma oue leshanvet gant ar chismatiked Laer ann eneou. Al leshano-ma a blije kalz d’ar Zant : « — Salo, emezhan, e c’hellfenn laerez holl eneou ar chismatiked hag ar bec’herien evit ho rei da Zoue ! »
Heb dale Josaphat a oue hanvet da zuperior e kouent