Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/774

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
766
14 a viz Du
sant josaphat, eskop ha merzer

ha ne veve nemed divar ann aluzenn. E Rom e oue resevet erfin enn Urs ann Tadou Jezuisted gant sant Fransez Borjia, a ioa d’ann ampoent superior jeneral euz ann Urs-se.

Mes ann den iaouank santel en doa dija gounezet he gurunenn. Ne oa ket c’hoaz dek miz abaoue m’edo er gouent pa lavaraz eunn deiz da unan euz ann Tadou, er penn kenta euz a viz eost: « — Gouel-Maria-Hanter-Eost a dle beza ive eur gouel kaer enn env ; me’m euz esper da vont di da zelebri ar gouel-ze. » O veza m’en doa doare da veza iac’h-pesk, ann Tad ne daolaz nemeur a evez ouz ar pez a lavare. Goulskoude, da c’houel sant Lorans, e klanvaz dioc’h ann abardaez, ha d’ar pevarzek euz ar miz e tiskleriaz e varvche enn noz varlerc’h. Reseo a reaz he zakramanchou diveza enn deiz-se, hag antronoz-vintin, var dro teir heur, e oue klevet o lavaret: « — Me vel Mari, va mamm, etouez ann elez. » Raktal goude e tremenaz e peoc’h, d’ar 15 a viz eost 1568, enn trivac’hved blavez euz he oad.


SONJIT ERVAD

Ann tadou hag ar mammou a gav diez avechou guelet ho bugale o vont d’ar gouent. Goulskoude peurvuia ar vugale-ze a ra ho brasa joa hag ho brasa gloar er bed-ma zoken, e leac’h ar re all a deu aliez da veza groaz pounner hag eur rann-galoun evitho.

Pa anavezont eta e c’halv ann Aotrou Doue unan bennag euz ho bugale, dever eunn tad hag eur vamm gristen eo lakaat muioc’h a evez ouz ar c’hrouadur-ze, evit ma tiouano ha ma kresko bepred ann haden zantel taolet enn he galoun gant dourn ann holl-c’halloudeg, hag a c’hellfe beza mouget dre zizursiou ha gual genteliou ar bed.




ar pevarzekved devez a viz du


SANT JOSAPHAT, ESKOP HA MERZER
————



Ar zant-ma a ioa ganet er Pologn evel sant Stanislas, hag a oue savet e doujans Doue gant he dud. Azalek he vugaleach e oa ken aketuz d’ar bedenn ha d’ann