Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/753

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
4 a viz Du
745
sant charles borromee

gomporti e kenver ar bec’herien enn dribunal euz ar binijenn. Erfin, en em gemeret a eure enn eunn hevelep feson ma veze great skol d’ar vugale evit netra, e kement korn a ioa e kear Milan ha zoken e kement korn a ioa enn he eskopti, hag evelse ar vugale a deuaz e berr amzer da veza habiloc’h var ar relijion eget na’z oa kent ar re vraz.

Etre daou, e saillaz ar vosenn var gear Milan, hag ann dud a varve trumm ha stank. Raktal Charles Borromee a verzaz he holl arrebeuri, ha betek he vele zoken, evit pourvei da ezommou ar re glanv. He-unan e veze noz-deiz var ho zro evit ho c’honsoli, ho c’hovez, ha rei d’ezho ho zakramanchou diveza, ha gant ann dra-ze ne ehane da brezeg d’ar re iac’h evit ho alia da ober pinijenn. Kinnig a reaz he vuez da Zoue evit ma vije espernet hini he vugale, hag evit pellaat ar c’hlenved dioc’h ar re-ma, ez eaz e prosesion dre ruiou kear a benn teir guech, diarc’henn, eur grusifi ganthan enn he zorn hag eur gordenn enn dro d’he c’houzoug.

Piou enn devije kredet e c’helje unan bennag kaout kasouni ouz eur pastor ker karantezuz ? Goulskoude eunn den fallakr a glaskaz he laza, hag a laoskaz eunn tenn fuzuill varnhan eunn devez, d’ann ampoent m’edo o lavaret ar pedennou dioc’h ann noz asambles gant tud he di. Mes, dre eunn taol euz a Brovidans Doue, ar Zant n’en devoue drouk ebed.

Charles Borromee a varvaz enn eur zellet ouz he grusifi, d’ann tri a viz du euz ar bloaz 1584, oajet hebken a c’houec’h vloaz ha daou-ugent, eur miz hag eunn devez.


SONJIT ERVAD

Pebez urs ne lakeaz ket ar zant-ma enn he di, e kear Milan hag enn he holl eskopti ! Ha c’houi, tadou ha mammou, mistri ha mestrezed, pe seurt urs a lakit-hu etouez ho pugale hag ho servicherien ? Penaoz e veillit-hu varnho ? Goulskoude petra eo ho tiegez-c’houi e skoaz ann eskopti en doa sant Charles da c’houarn ? Ne gemerinn biken, evit eur c’hristen mad ann neb a veler lezirek da evesaat ouz he vugale pe he zervicherien.