Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/802

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
794
26 a viz Du
sant per, merzer

gant peder rod hag a ioa sanket ennho begou kountilli ha klezeier tro var dro dioc’h ann dianveaz. Mes ar rojou-ze a dorraz enn eunn taol kount, hag ar Zantez n’e devoue drouk ebed.

O velet ar mirakl-ma, ar baianed a ioa var al leac’h a griaz holl a bouez-penn : « — Nag hen zo braz Doue ar gristenien ! » Hag eur maread anezho a droaz dioc’htu kein d’ho doueou faoz. Goulskoude Maksimin a jomaz bepred aheurtet, hag a goundaonaz erfin Katell da veza dibennet. He merzerenti gloriuz a erruaz d’ar 25 a viz du euz ar bloaz 307, hag he c’horf a oue douget gant ann elez var menez Sinai.


SONJIT ERVAD

Enn hon amzer-ni ez euz ive eleiz a fals doktored ha ne espernont netra evit mouga ar feiz e kalounou ann dud fidel. Diouallit rak ar re-ze, dreist peb tra ; ha mar teuont da gomz d’ehoc’h a enep ar relijion hag ann Iliz, dalc’hit penn d’ezho, pe gasit anezho da vale dre eur begad lemm pe eur ger seac’h bennag. Anez, ne zervich ket d’ehoc’h lavaret oc’h kristenien. Mez e ve d’ar Vretouned rei skouarn da zelaou prezegerien ar gaou, da zelaou tud ha ne d-int nemed mevellien ann diaoul !




ar c’houec’hved var ’nn ugent a viz du


SANT PER, MERZER
————



Per a ioa eur belek santel ha gouiziek euz a ger Aleksandrii enn Ejipt, hag a oue hanvet da eskop er gear-ze goude maro sant Theonas. Enn he amzer, ann tri impalaer Dioklesian, Galerius ha Maksimin a rea eur vrezel skrijuz d’ar relijion gristen, hag abalamour da ze e renkaz tec’het ha chom pell da veva dindan guz. Mes kendelc’her a rea ato da c’houarn ha da gelenn ann dud fidel a ioa enn he garg, hag aliez e skrive d’ezho evit ho c’hrenvaat er feiz ha rei nerz d’ho c’haloun.

Mes he zonj ne veze ket hebken e tud he eskopti ;