Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/878

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
870
27 a Gerzu
sant iann, avieler

Doue, pardounit d’ezho ar pec’hed-ma. » Ar gomz-se a oue he gomz diveza, ha raktal e tremenaz e gras Doue hag he Zalver.


SONJIT ERVAD

Ar Iuzevien o devoa goall-gaset ha lakeat d’ar maro ar bropheted hag hor Zalver he-unan : ober a rejont ar memes tra d’ar re a ioa bet karget gant hor Zalver da brezek ann Aviel var he lerc’h. Mes seul-vui ma reer brezel d’ar virionez, seul-vui e teu da c’hounit ha d’en em skigna. Goad ar verzerien a zo evel eunn had, ha var ann had-se e sav eunn eost puill a gristenien nevez. Evel Jezuz-Krist, skouer ann holl verzerien, Stephan a varv enn eur bedi evit he vourrevien.




ar seizved var’nn ugent a viz kerzu


SANT IANN, AVIELER
————


Ar zant-ma a ioa mab da Zebedee ha da Zalome, ha breur da zant Jakez, abostol. Euz ar Galilee oa ginidik, hag o pesketa edo asambles gant he dad hag he vreur pa oue galvet gant Jezuz da vont d’he heul, petra bennag ne oa c’hoaz d’ann ampoent nemed pemp bloaz var’nn ugent. Senti a eure raktal, ha divar neuze ne guiteaz mui hor Zalver : test e oue euz he holl gomzou, euz he holl oberiou, euz he holl viraklou.

Iann a ioa bet ato chast enn he vugaleach hag enn he iaouankiz, hag abalamour da ze Jezuz her c’harie dreist he holl ziskibien all. Evelse, epad ar goan diveza a reaz er bed-ma gant he ebestel, hor Zalver a lezaz anezhan da harpa he benn var boull he galoun, hag a lavaraz d’ezhan goustadik piou oa ann abostol treitour araok hen rei da anaout d’ar re all.

Iann, dioc’h he gostez, en devoa eur garantez tener