Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/879

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
27 a Gerzu
871
sant iann, avieler

evit he Vestr, ha ma tec’haz evel ann ebestel all pa oue kroget ennhan er jardin Olived, n’en devoue ket aoun goudeze o vont da ober koumpagnunez d’ezhan betek menez Kalvar. Jezuz a rekoumpansaz he fidelite enn eur garga anezhan da gaout soursi euz he vamm. P’edo dija var he dremenvan, hor Zalver a reaz eur zell var ar Verc’hez Vari, he vamm, ha var Iann, he ziskib muia karet, a ioa ho daou enn ho za e tal ar groaz. Neuze e lavaraz da Vari : « — Maouez, setu aze ho mab ; » ha goudeze e lavaraz da Iann : « — Va mab, setu aze ho mamm. » Dre ar c’homzou-ze, Jezuz en deuz roet ar Verc’hez Vari d’eomp holl evit mamm ; mes er memes amzer e choaze ann diskib a garie dreist ar re all evit servichout da vab d’ezhi enn he leac’h keit ha ma chomje c’hoaz var ann douar. Azalek ann deiz-se eta Iann a gemeraz ar Verc’hez enn he di, hag hiviziken e pourveaz d’he holl ezommou egiz pa vije bet mamm d’ezhan dre natur.

Goude maro hor Zalver, ann abostol-ma a velaz toulla he gostez gant eunn taol lans, ha kredi a reer edo ive var al leac’h pa oue distaget he gorf dioc’h ar groaz ha lakeat er bez.

Pa deuaz Mari-Madalen da lavaret d’ezho n’edo mui korf Jezuz er bez, Per ha Iann a redaz di dioc’htu ; mes Iann a ioa lijeroc’h eget Per, hag a erruaz da genta. Evelato ne d-eaz ket da genta er bez ; mes gortoz a eure ma vije bet Per enn he raok, abalamour Per oa ar penn enn Iliz e plas hor Zalver.

Enn devez m’oa diskennet ar Spered-Santel var ann Ebestel, Per ha Iann a bareaz eunn den ganet dall e kichen dor ann templ. Goudeze Per a reaz eur brezegenn d’ar bobl, hag abalamour da ze ann daou abostol a oue taolet er prizoun dioc’h ann abardaez. Antronoz e ouent galvet dirak ar pennou braz a Jerusalem, hag ar re-ma a zifennaz outho lavaret ger ebed mui divar benn Jezuz a Nazareth. Mes Per ha Iann a respountaz gant eunn hardisegez santel : « — Guelit hoc’h-unan hag eunn dra vad e ve dirak Doue senti ouzhoc’h kentoc’h eget senti outhan. Ni, n’oump ket evit miret da gomz euz ar pez on euz guelet ha klevet. »