Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/888

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Gwiriekaet eo bet ar bajenn-mañ
880
30 a Gerzu
sant sabin hag he goumpagnunez

ar Zant, hag a bourveaz d’he ezommou guella ma c’hellaz. Doue he rekoumpansaz var ann heur ; rak eunn niz e devoa hag a ioa dall, ha Sabin a roaz d’ezhan ar gueled.

Hogen, Venustian en doa ive poan enn he zaoulagad eur pennad a ioa, hag e riskl edo zoken da zont da veza dall. O veza klevet eta menek euz ar mirakl en doa great ar Zant, ez eaz d’he gaout d’ar prizoun, hag e lavaraz d’ezban : « — O pezet truez ouzinn, me ho ped, ha pareit ac’hanon evel m’oc’h euz dija pareet niz ann intanvez Serena. » « — Mad, eme Zabin, mar kirit kredi e Jezuz-Krist ha reseo ar vadiziant, e viot pare. » Ar gouarner a respountaz oa prest d’en em ziskleria kristen, ha raktal e velaz kouls ha biskoaz. Goudeze e oue badezet asambles gant he c’hreg hag he vugale, hag abarz nemeur ar re-ma hag hen o devoue ann eur da skuill ho goad evit ar feiz.

Goulskoude Sabin a jome ato enn he brizoun gant he zaou zorn mougn. Ar gouarner a ioa bet hanvet e plas Venustian a reaz erfin he gas da Spolet, hag a glaskaz da genta he c’hounit dre bromesaou kaer. Mes, o velet ne c’helle ket dont a benn anezhan, ec’h ordrenaz he skourjeza gant fouetou ploumm, hag ar vourrevien a skoaz varhan gant kement a nerz hag a gounnar ma varvaz dindan ann taoliou fouet, d’ann tregont a viz kerzu euz ar bloaz 304. Ann intanvez Serena e devoa great koumpagnunez d’ezhan azalek Asiz betek Spolet, hag a enterraz he gorf varnhed eur c’hart heur bale dioc’h ar gear-ma. Abaoue, eo bet kaset he relegou da Faenza, el leac’h m’ho mirer c’hoaz hirio gant kalz a respet.


SONJIT ERVAD

Meur a impalaer paian euz a Rom a reaz brezel guech all d’ar relijion gristen ; goulskoude ann daou a ziskouezaz kaout ar muia kounnar outhi a oue Dioklesian ha Maksimian, hag enn amzer ar re-ma e oue lakeat ann dud fidel d’ar maro dioc’h ann druill. Mes, kaer o devoue, ar relijion gristen a oue erfin treac’h d’ezho. Chom a reaz var ho lerc’h krenvoc’h eget biskoaz, ha varc’hoaz e velimp anezhi o pignat var ann tron gant ann impalaer Konstantin. Dalc’hit mad ato d’ar relijion-ze, difennit-hi bepred hervez ho kalloud ha bezit aketuz da ober ar pez a verk d’ehoc’h ; rak n’euz nemethi hag a lavarfe ar virionez hed a hed. Kalz enebourien, e deuz adarre enn deiz hirio ; mes, evel guech all,